Arzhur ha bugale an Daol-Grenn (Kronikenn ar sizhun)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg e-barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.

Kronikenn ar Merc’her 2 a viz Meurzh 2022

Ar sizhun-mañ ‘m boa c’hoant da lakaat ar gaoz war ur rummad tresadennoù-bev nevez da welet war Brezhoweb. Arzhur ha bugale an Daol-Grenn, ha n’eo ket Arzhur ha marc’heion an Daol-Grenn, rak a-raok bout marc’heion kalonek ha dizaon, e oa Arzhur hag e vignoned bugale evel ar re all.

An dresadenn-vev a heul troioù-kaer Arzhur yaouank, hag a teuio da vout Roue Breizh un deiz bennaket, hag e vandennad vignoned, bodet tro-dro d’an Daol-Grenn. Stourm a reont a-enep enebourien a bep seurt, hudourien, erevent,  aveit gwareziñ ar c’hastell Kameled, ar c’hleze Kalet-Voulc’h – Excalibur e galleg ma faot deoc’h – hag ar Roue Uter.

Skignet ‘vo 2 rann nevez bep sadorn war Brezhoweb, e-pad ur bloaz., hag e vo 52 rann da welet. Lakaet eo bet ar rann 1añ en fe fezh war YouTubeUn dresadenn-vev evit ar vugale adalek 8 vloaz, pe 9 bloaz lakaomp.

Arzhur ha bugale an Daol-Grenn, Mojennoù Breizh

Arzhur ha Bugale an Daol Grenn.Bout ‘zo un dra nevez en ur mod gant an dresadenn-vev-mañ, An aergelc’h, pe an tem ma faot deoc’h, hag a denn deus Breizh. Aze gant Arzhur ha bugale an Daol Grenn hon eus, evit ar wech kentañ marteze, un dresadenn-vev hag a lak war-wel Mojennoù hor bro.

Adkavet e vo razh an traoù liammet gant Mojennoù Arzhur, an tudennoù evel-just, evel Guenièvre a zo deuet da vout Gwenivar pe an hudour Marzhin ‘vel just, met ivez lec’hioù ‘zo evel an Draonienn hep distro pe c’hoazh ar c’hleze mojennek Kalet-Voulc’h.

Ur meskaj etre avanturioù, Mojennoù, met istoer ivez, peogwir e vo un digarez evit ar vugale da zeskiñ traoù diwar-benn ar C’hrenn amzer, prantadoù kompliket evel ar brezelioù, pe an naonegez ‘barzh ar vro.

Lakaet ‘oa bet war-wel an dresadenn-vev-mañ war Ar Gedour ar sizhun tremenet gant Erwan, Arzhur ha bugale an Daol-Grenn / Dessin animé en breton.

Sellet ouzh rannoù Arzhur ha bugale an Daol Grenn

 

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Ar Gwer livet e-barzh chapelig Gwengamp, les vitraux de la chapelle de guingamp.

Ar gwer livet e Breizh / Les vitraux bretons

Chapelioù hag ilizoù a-vil-vern a vez kavet e Breizh, hag e-barzh pep hini dioñte ez eus gwer livet dispar. Met petra eo o istor ha penaos e vezont krouet ? ▪️💬 La Bretagne compte de nombreuses chapelles et églises, chacune abritant des magnifiques vitraux. Mais quelle est leur histoire et comment sont-ils réalisés ?

Lennadennoù an Nedeleg e brezhoneg / Lectures de Noël en breton ✝️

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minOuzhpennet n’eus skipailh Bibl.bzh lennadennoù ar Sulioù betek …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *