Bed ar Brezhoneg (Kronikenn ar sizhun)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg e-barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.

Kronikenn ar Merc’her 23 a viz C’hwevrer 2022

Kalz a draoù a vez graet e brezhoneg, met chom a ra re alies ar raktresoù-se kuzhet e meskl hor buhezioù prim ha stank… Setu perak hon eus choazet krouiñ Bed ar Brezhoneg !

Bed ar brezhoneg : Lakaat war-wel labour ar re arall

Logo Bed ar BrezhonegBed ar brezhoneg a zo ul lodenn nevez war lec’hienn Brezhoweb, ur rummad ma faot deoc’h, lec’h ma ‘vo lakaet war-wel ar c’hrouiñ e brezhoneg gant un doare liesvedia.

Da lâret eo, bep sizhun, e ‘vo roet ur banne sklerijenn d’ul levr nevez e brezhoneg, d’ur podkast radio, d’ur bladenn sonerezh, d’un darvoud evit mont da doullañ kaoz e brezhoneg pe c’hoazh d’ul lec’hienn internet nevez flamm evit ar vrezhonegerien.

Diazezet eo ar c’hrouiñ e brezhoneg (levrioù, radio, sonerezh, kleweled…) war ur bochad aozadurioù, kevredigezhioù, tud o-unan ivez, hag ar re-se a brodu kalz a draoù e brezhoneg. Met alies a-walc’h, e vez re vihan an aozadurioù-se evit kaout an amzer da vrudañ ar pezh a vez graet gante.

Ar pal a zo sikour an dud da choaz peseurt levr prenañ pe lenn e brezhoneg, lakaat anezhe da zizoleiñ darvoudoù n’o dije ket gwelet mod-all, pe c’hoazh brudañ un arzour nevez ‘vit lakaat an dud d’ober anaoudegezh gant ar sonerezh a-vremañ e brezhoneg.

Doare liesvedia

Logo Bed ar Brezhoneg.Lâret ‘m eus e penn kentañ e vije gant un doare liesvedia, da lâret eo e vo klasket reiñ ar muiañ posupl a boued d’an dud evit sikour anezhe d’ober ur choaz.

Da skouer : Evit ur bladen sonerezh, e vo kinniget ganeomp ur pennadig ‘vit kinnig ar bladenn hag an arzour, posupl ‘vo selaou tañva ar bladenn war lec’hienn Brezhoweb, pe sellet ouzh video ar c’hlip pa vez unan, pe c’hoazh lenn paozioù ar c’hanaouennoù.

Hag an dud o do liammoù ivez evit mont da brenañ ar bladenn, war lec’hienn an arzour pe an aozadur, ne vo ket gounezet an dister a gwenneg gant Brezhoweb war an dra-se.

Mont da welet Bed ar brezhoneg

 

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Ar Gwer livet e-barzh chapelig Gwengamp, les vitraux de la chapelle de guingamp.

Ar gwer livet e Breizh / Les vitraux bretons

Chapelioù hag ilizoù a-vil-vern a vez kavet e Breizh, hag e-barzh pep hini dioñte ez eus gwer livet dispar. Met petra eo o istor ha penaos e vezont krouet ? ▪️💬 La Bretagne compte de nombreuses chapelles et églises, chacune abritant des magnifiques vitraux. Mais quelle est leur histoire et comment sont-ils réalisés ?

Epifaniezh hor Salver

Lennadennoù miz Genver e brezhoneg / Lectures de janvier en breton ✝️

Ouzhpennet n'eus skipailh Bibl.bzh lennadennoù ar Sulioù hag ar Gouelioù betek fin miz Genver. Hiziv eo deiz kentañ miz Genver, hag e lidomp Gouel meur Santez Mari, mamm Doue.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *