En ce Vendredi Saint, nous vous proposons de méditer le chemin de croix la vidéo bilingue ci-dessus, en breton et en français, autour des tableaux de Xavier de Langlais peints pour le chemin de croix de l’église de La Baule, mis aimablement à disposition d’Ar Gedour par Tugdual de Langlais.
Ce chemin de croix a été proposé pour la première fois l’an passé durant le confinement. Nous vous le reproposons aujourd’hui. Les méditations en français sont du Père Christophe Boudereaux et celles en breton du Chanoine Uguen. Les chants sont interprétés par les Gedourion ar Mintin.
Voici des couplets du cantique traditionnel Gouelit va daoulagad, dont les couplets sont adaptés pour le chemin de croix et ses 14 stations.
Gouelit va daoulagad
1. Gouelit, va daoulagad, setu marv Jezuz !
Marv Jezuz ’vidomp, pec’herien gwalleürus
Diskan. Marv Jezuz ’vidomp war beg menez Kalvar.
Pe galon ne ranno gant keuz ha gant glac’har ?
2. Tosta, pec’her, ha deus, sell mat ouzh da labour,
Pep pec’hed graet ganit ’zo amañ, torfedour.
3. Deus da gichen ar groaz, ha gouel d’az pec’hedoù,
Soñj mat int bet penn-kaoz da grizder e boanioù.
4. Ma ’z eo ruziet e gorf gant ar gwad o redek,
Te a dle e walc’hiñ gant da zaeloù dourek.
5. Evit skuilhañ daeloù, evit touch da galon,
N’ac’h eus nemet gwelet poanioù e Basion.
6. N’eus nemet eur gouli eus an treid bete ’r penn ;
Kurunet eo gant spern… Na pebezh kurunenn !
7. E gorf ’zo dispennet, e izili brevet,
E dreid hag e zaouarn gant tachoù hir treuzet.
8. Gant ar c’hrañch hag ar gwad e zremm ’zo dislivet,
Ha gant goaf ur soudard, e gostez digoret.
9. Pec’her ha pec’herez, c’hwi her c’hrusifi c’hoazh :
Hag ho kalon sklaset ’zo ’vitañ ’vel ur groaz.
10. Evit ho kervel c’hoazh, e ’benn a zo stouet,
E galon ’zo digor, e zivrec’h astennet.
11. Kristenien, emezañ, distroit eta ouzhin ;
Mar ho peus keuz gwirion, pardoniñ a fell din.
12. ‘N ur vervel ouzh ar Groaz, ‘peus komzet ouzh ho Tad
«Pardonit me ho ped ‘balamour din Ho Mab»
13. Diskennet diouzh ar Groaz, d’E Vamm ez eo roet.
Divempret-holl ha noazh, ‘vidomp en deus paeet.
14. Setu amañ eta, Jezuz hon Dasprener,
bet lakaet en ur bez, hon Aotrou, hor Salver.
Demat deoc’h
Tresadennet a rin Hent ar Groaz. Graet a rin gwelloc’h Hent ar Groaz hengounel (14 ehanlec’h) or hent ar groaz aboe Jean-Paul II (15 ehanlec’h)
Mersi vras