«C’hoant a ‘m eus da vervel en un doare din»

Amzer-lenn / Temps de lecture : 28 min

Mervel en un doare din : ha posubl eo ?

Klevout a reer alies a-walc’h an arc’hadur «mervel en un doare din».

Na petore dinded ?

Dinded diazez mab-den eo bout anavezet evel den, hepmuiken. Se eo ar gwir da vevañ ne vez gwir ebet arall heptañ.

Ned eus den ebet hag a c’hallfe bout graet outañ evel un nann-den peogwir e vefe ur Rom pe un Termaji. Na peogwir e vefe gwanaet en e spered, peogwir ne zeufe ket a-benn da zelc’her soñj eus e anv, peogwir e vefe aet izel e spered. Ma tifenner buhez al loened dre lezennoù pe reolennoù ‘zo, daoust ha buhez un den ne ve ket talvoudusoc’h eget hini un arzh pe hini ur bleiz ?

A-wezhioù, ne oar ket un den piv ez eo, hogen ez eo. Kendelc’her a ra da vout, kalonekaet gant ar  re a sell outañ evel un den.

Un den a ya kuit

Pa oa va zad pevar-ugent vloaz e oa tapet gant un disleberadur agreskus eus e eñvor ; ne oa ket evit lavarout anv e vugale. O lavarout a raemp dezhañ. A-drugarez da ‘m gwreg hor boa e lakaet e-maez ur c’hlañvdi evit ar re gozh e-men e peurgouezhe e yec’hed. E-pad daou vloavezh hanter en deus bevet du-mañ, gant un nebeut vakañsoù e ti ur breur pe ur c’hoar din. War-lerc’h e voe ret dimp e lakaat en ospital peogwir n’hor boa ket ar peadra evit e bareañ du-mañ . E-doug e zegemer en ospital Charles de Foix, ur mezeg en doa lavaret dimp evit gouzout hiroc’h : «Ho tad zo bepred un arzour, ur soner-gourbiolin, hogen ne c’hall ket en bout nemet dre o sell.» Deuet omp a-benn d’e lakaat da vout degemeret en ospital Vaugirard, e Pariz, e-men e chomas e-pad daou vizvezh. Edo en ur servij ma oamp asur ne vefe ket graet un ensikladur-marv dezhañ. Bemdez ez aemp d’e weladenniñ, me ha va gwreg. Unan eus va breudeur a zeue hogosik bemdez. Biskoazh ne oamp bet emgavet a-gevret : en gouzout a rejomp diwezhatoc’h, hon tad ne oa ket evit en lavarout dimp. Un deiz ez adanavezas teir eus e verc’hed deuet a-gevret. Unan eus ar vreudeur a oa deuet a-benn da zistreiñ eus Bro-Ecuador kent e varv hag e veilhadegañ a reas p’edo war e dremenvan.

Setu pezh a c’haller ober «mervel en un doare din» anezhañ : bout konsideret betek penn evel un den, pareet en e diegezh hag en ospital gant evezh, karet, ambrouget, ken ma c’haller en ober.

Ensikladur-marv

Sebezusat tra : peogwir e oa ret ober gant an termen hervez lezenn evit dezougen ur c’helan eus Pariz da Vorbihan, e c’houlennas ouzhin an dezouger e oan e darempred gantañ pa oa ar marv o tostaat : «Pegoulz e varvo ?» – «N’ouzon ket !» – «Hogen gant al louzoù a roer hiziv an deiz e ouzer an devezh bremañ !» Amzer a gemerin evit kompren e oa boazet gant al louzoù a gemerer evit mervel an deiz-mañ-deiz. Setu peanos silañ e spered an dud ar fed ma tleer lakaat ar gozhidi da vervel evit ma vefe aesoc’h ar jeu. Emc’houlenn a reomp ha ne vefemp ket e ti ar vezeg-loened pa lavar ar perc’henn: «Pikit-eñ, ne c’hallan ket gouzañv en gwelout o ruzañ ;  mont a ran da vakansiñ Disadorn, tu zo din d’en douarañ a-raok ?»

Tri bloaz kent e weladennen ur c’heneil mezeg, arbennigour anezhañ, en ospital Necker. Tapet bras e oa gant ar c’hrign-bev o tistreiñ ha berraet e oa dazont e vuhez. Roet e veze morfin dezhañ a-benn dilemel ar boan diwarnañ.

Un deiz, e diwezh an abardaez e teuas unan eus e c’hoarezed-kaer, ur glañvdiourez anezhi, ha merzet he doa e oa bet kemmet e erskriv evit an nozvezh. Souezhet gant an ordrenañs a broduoù n’he doa roet biskoazh en ospitalioù al lu, e pellgomzas d’unan eus e vreudeur hag a oa ur surjian ha d’unan eus he c’hoarezed hag a oa mezegez intern. O-daou e tiogeljont : «Lakaat ar produioù-se, gant ar c’hementadoù-se, a laka an nen da vervel !» Kemennet ar familh ; unan eus merc’hed ar gouziviad a bellgomzas d’ar c’hlañvdi evit ma vije nullaet an erskriv-se. Ar penn-glañvdiourezed a lavaras e oa un erskriv boutin. Respont a reas ar verc’h : «Doktor on war an apotikerezh ; gouzout a ran mat ez eo pal an erskriv-se lakaat buhez va zad en arvar. Herzel a ran ken e ran outañ.»

En deizioù war-lerc’h e c’hallas ar gouziviad gwelout e wreg hag e vugale ; unan anezho a dest en doa bet ur c’hendiviz don. Hag e c’hallas lakaat ur beleg da zont evit embrientiñ d’ar vuhez peurbadel.

Hogen, e pep familh ned eus ket ur glañvdiourez gant skiant-prenet, ur surjian, ur penn-mezeg eus ur c’hlañvdi, un doktor war an apotikerezh. Pet a glañvourion, war an oad pe get, zo bet kendaonet da vervel a-raok an eur hep ma ouije ar familh takenn eus kement-se. Dinder an den, gwanaet gant ar c’hleñved, zo breset. Al lazhadenn zo prederiet ha rakpoelladet, peogwir e venner lakaat ar c’houziviaded da dremen buanoc’h. Pe, marteze, peogwir e vraouac’her ouzh ar marv e torrer an aon-se evit lakaat ur gouziviad ha na venner ket gwelout ken da vervel e-pad an noz. Soñjal a reer bout graet kement-se gant hegaraded. Hogen, pa ‘z eus keuzioù e klasker digarezioù. Evit emzigareziñ e lavarer ez eur graet kement-se dre gendruez. Ha krediñ a reer komz eus an «denelezh» zoken, gant ar spi e kuzho al lazhadenn.

An dehandizh a vez graet e servijoù ‘zo pe e klañvdioù prevez. Lod anezho o devez lorc’h enno gant kement-se. Ned eo ket peogwir e vez boutin ne vefe ket ul lazhadenn. Ned eo ket peogwir e tiskleir mezeion ‘zo (d’ar gazetennerion) o deus en graet endeo e teufe da vout un dra vat. Ned eo peogwir e tenner lorc’h eus ul lazhadenn ne vefe ket ul lazhadenn ken. Hag ul lazhadenn a-enep d’un den gwanaet-bras zo digalon da vat.

Dilemel an dud hec’hloaz ?

Dilemel an dud hec’hloaz ned eo ket un ober a sevenadurezh. Ned eo ket un akt keodedel. Ne weler ket an hini klañv evel ur piaouer eus gwirioù mab-den, nac’hañ a reer pep dinder dezhañ. En disleberiñ a reer. Emreiñ a reer ar galloud da zivizout piv a rank bevañ ha piv a rank mervel. Pa zehandizhjod ar vugale hag an oadourion dalc’het en o spered pe en o c’horf e Bro-Alamagn, e 1940, e kaved braouac’hus an dra-se. An Alamaned a-vremañ o deus dalc’het soñj, nac’hañ a reont pep dehandizh.

Evit an dehandizh e Bro-C’hall e soñjer gallout gervel an dinded, ar gendruez hag ar garantez. Hogen doareoù karantez ‘zo a c’hall bout marvus. «Karantez eo» a lavare ur vamm he doa laosket he mab da vervel peogwir ne c’houzañve ket e welout bout nammet. Hogen gant petore gwir goulakaat ur garantez ken kriz d’ur bugel ken gwan ? Petra eo ur garantez hag a nac’h d’an hini karet ar gwir da vevañ, hag a nac’h e garout pa ‘z eo deuet da vout nammet  ?

Oberourion an dehandizh zo ur glañvdiourez gwezhioù ‘zo, ur mezeg gwezhioù arall. A-wezhioù e vez «divizet a-stroll». A-wezhioù e lakaer ar re nesañ er jeu evit treuzlakaat an atebegezh enno. Embann a reer o deus komprenet ha gwiriekaet an erskriv marvus, chomet hep bout anvet.   Mouslavarout a reer : «C’hwi a oar, gwell e vefe…ned eo ket nemet ul legumaj». Men ‘ta emañ dinded an den ? C’hoarvezout a ra e c’hwit mezeion o doa stourmet mat betek-henn, dirak ar skoilhoù hag ar c’hwitadennoù. Deuet int a-benn d’emgannañ, ne ouzont ket ambroug. Hetañ a rafed e teskfent-int ar prederioù goustegus evel m’o deus graet pennoù bras ‘zo, mezeion ‘zo ha klañvdiourezed ‘zo. Mar ned int ket evit ober ar prederioù goustegus-se en o servij, gra ma treuzlakafent ar gouziviad en ur servij arall e-men e vezont graet. Pebezh kendaonadur direkour eus an den gwan, neuze, pa lavarer d’ar familh : «Gwell e vefe, marteze, berraat…». Nann, estroc’h eget se a zo.

Gouzañv ar re nesañ

En tu arall, tud nesañ ne ouzont ket e-men emaint pa ‘z a ar vuhez kuit goustadik. Tentet int da c’houlenn ouzh ar mezeg «ha ne vefe ket tu da ober un dra arall», pe emlakaat a reont da glevout e vefe kenkoulz all. «Ya, re a c’houzañvomp» emezo. Gwir eo. Gouzañv a reont o welout unan nes en diaesterioù, un arnodenn an hini eo. Hogen evit ne c’houzañvfent-i ket e vefe ret gourdrouzañ ar marv dezhañ-eñ ? Ouzh piv o deus kendruez a-benn ar fin ? Ouzh an hini klañv pe outo o-unan ? An emzalc’h-se a c’haller kompren, ne c’haller ket en aprouiñ avat. An dud nes-se o deus ezhomm a vout sikouret, ha na vout distujet gant ur gwask marvus a zeu eus ar gevredigezh peurliesañ : ya, ur gwask war-du ar marv a vez p’hor befe ezhomm da vout sikouret a-benn karout ar vuhez. Bout ez eus ur gwask a-berzh kevredigezh e ranker enebiñ outañ holl gwitibunan en ur emharpañ.

Pardoniñ pe ganttreizhañ ?

C’hoarvezet a c’hallje e hetjemp ar marv d’unan nes, ha bout en eztaolet zoken, dre c’houzañv pe dre skuizhder. Kement-se ned ket ur faot. Marteze ez omp aet pelloc’h hag atebeg e vefemp en e ziwezh en ur mod. Hogen, kement faot a vez a c’hall bout pardonet. Bout e c’haller goulenn ar pardon en diabarzh hag en diavaez. Er mod-se e vo restaolet ar peoc’h dimp.

Hogen klask kanttreizhañ e vefe ar vad eus an droug ne roio biken ar peoc’h gwirion. Un den hag a embanne bout asur eus e wir en doa roet ar marv d’unan nes. Soñjal a raemp e c’hallje bevañ er peoc’h hag en didrouz hiviziken. Kanttreizhet e oa e oberenn gant meur a ali, er gwask hag arall. Kement-se ne oa ket a-walc’h evit lakaat peoc’h en e galon. Goulenn a reas groñs e vije votet ul lezenn a ganttreizhje e oberenn. Evit bout asur na vout faziet e oa ret dezhañ gwelout tud arall oc’h ober ken euzhus all. War-lerc’h e oa ret dezhañ ijinañ ur fiñvskeudenn e vije ar gouron anezhi. Men e vo disorc’h an trivli a gablusted-se, ar c’hoant da ganttreizhañ-se ?

Ur gendruez hag a lazh ?

Un nebeut lobioù a-du gant an dehandizh a ra gourchemennoù d’ar re a lazh tud wan. En istor klañdiourez Mantes hon eus gwelet lobioù kinnig an itron C……M…… a lazhe e c’houizviaded evel ur c’houronez a gendruez. An ao. Bernard Kouchner, maodiern war ar yec’hed d’an ampoent, a zisklerie : «An dehandizh zo test d’an denelezh». Ha koulskoude, an aktoù evel ma oant diskouezhet gant ar justis a oa grevus. C……M…… a oa emgemeret evel barner ar marv hag ar vuhez en ur emreiñ dezhi he-unan ur galloud meur. Evel en ur sempladur he doa kollet santadur ar re arall. Barnañ a rae e oa gwell ar marv evit an den-mañ-den, hag ar marv diouzhtu. Diskleriañ a rae an devarn hag e sevenet a rae hep dale. Penaos ez eus he diskleriet ur c’houronez a zenelezh ? E-pad  he frosez ez eo bet gwelet evel unan gablus ha kendaonet gant 12 bloavezh a doull-bac’h. Nevesoc’h c’hoazh, ur mezeg-trummadour a ospital Baiona en doa «kendruez», eñ ivez, ouzh ar re glañv. Pa varne e oa grevus-meurbet stad un den a veze degaset dezhañ, e rae un ensikladur-marv dezhañ e-lec’h e bareañ. Ospital pe Kelloù ar re gendaonet d’ar marv ? Ha petra o deus lavaret alvokaded ar marv d’ho soñj ? Kendruez an hini e oa !…Un nebeut tud eus an ospital o doa diskelet evitañ daoust d’ar fedoù da vout bet lakaet war-wel gant kenlabourerion dezhañ, mezeion ha klañdiourion brouezet anezho.

Ha rouez eo ? Ned eo ket sur, tamm ebet. Ha ma rofe ul lezenn «nemedennoù» d’an difenn da lazhañ ne vefe harz ebet.

 Arguzenn ar gouzañv

An darn vuiañ ac’hanomp a vez chalet gant poanioù an hini klañv, dreist-holl e krignoù-bev ar re zo war o zremenvan. An aon rak ar gouzañv zo arveret ha diorroet gant lobioù an dehandizh. Evit na c’houzañv pe na welout unan gouzañv e vefe an dehandizh an diskoulm war a lavarer. Ar vruderion eus an dehandizh a wisk dilhad ar vad gant mennozh mat. Ha gwir eo ? Kazetennerion a berc’henn ar gizidigezh hag e lavaront petore  emzalc’h kaout a-fet divezouriezh : tuidi ar vad int hag an dud n’emaint ket a-du ganto zo ar re fall. Bemdez e vez taget ar re n’emaint ket a-du evit lakaat mervel a-youl-vat : n’o deus kendruez ebet ouzh ar boan. «Emaint a-enep an araokaat.» «Ret eo emdreiñ.» Met ar c’hazetenner-se, a gomz ouzhoc’h gant holl-nerzh ar skingomz hag ar skinwel, zo-eñ kentruezus : «Ret eo berraat ar poanioù» emezañ. Berraat ar poanioù ? Evel klañvdiourez Mantes ? Evel ma felle penn ar c’hlañvdiourezed en gourlakaat e Rueil ? Evel ar mezeg eus enez ar Reunion dirak ar familh sabatuet ? En ur ensilañ «norcuron» d’an hini klañv evit herzel outañ a analaat, evel mezeg ospital Baionna ?

An dehandizh «dre emlazh harpet»

An dud kar a c’houzañv ur gwask a gendaon ar gouziviad a-wezhioù. Ar gwask-se zo graet gant tud nes, gant amezeion ha mignoned, gant ur mezeg zoken. «Trawalc’h hoc’h eus graet, kement tra a zo un diwezh dezhañ.» Ha neuze, an hini klañv, gwan ha disteraet, n’en deus ket ar gwir da vout doujet ken. Tennañ a rez e zinder dezhañ, peogwir ez eo nac’het dezhañ. Ned eo ket nemet un dra a skuizh hag un dra da vout kendaonet : ober a raint evit e zilemel kuit.

Disheñvel-mik eo degemer e vez disoc’h ar vuhez : ya, marvel omp ; hogen den ebet n’en deus ar gwir da gemer pezh a chom eus va buhez. Ster ar vuhez eo labourat evit m’he defe ur ster buhez unan arall : gant hon c’harantez e roer test d’un den disteraet en deus ar gwir da vevañ. Hep ober prezegennoù bras dezhañ, hogen gant servijoù, hag a zo sinoù en e garomp. Pegoulz e vezer an eurusañ ? -Pa weler ez eur karet.

C’hoarvezout a ra e c’houlennfe ar c’hlañvour e vez lakaet da vout marv. Ar goulenn-se a c’hall bout graet pell a-raok. Nebeutoc’h-nebeutañ e vez graet adarre gant an amzer o tremen. Un niver a imbourc’hioù en diskouez, dre ma tosta an tremenvan e vez graet ar goulenn a zehandizh-se nebeutoc’h-nebeutañ.

Ar goulenn-se, a fell da dud ‘zo brudañ dre bennaenn, a zo «emlazh harpet» e anv. Un dislavar eo ma vez mezeion pe tud voutin a c’hall reiñ bod d’un emlazh pa vez tud arall oc’h ober kement-all a-benn stourm a-enep d’an emlazh, dre o barregezh, o evezh hag o brokusted. Ha perak lakaat tud ‘zo en ospital evit o saveteiñ pa glaskont emlazhañ ? Hag ur vezh eo gwelout ur maodiern war an deskadurezh vroadel lavarout e labour evit bihanaat an niver a emlazhioù e-mesk ar re yaouank, pa vez e c’houarnamant oc’h ober bruderezh evit an emlazh harpet.

Emzistruj ?

Ned eus ket a wir d’emzistrujañ. Neuze e vefe direizh razh ar  geodedourion da vout kenwaller d’an emzistruj-se, gant ul lezenn hag, en anv an nemedenn, a brientfe an emlazh. Hag e lakafe an holl da baeañ un akt kontrol da frankiz ar goustiañs. Hag ar vezeion, daoust hag-eñ e rankfent ampoezoniñ evit lakaat urzhioù a zehandizh da benn, evel ma rae ar bourev gant an dibennerez gwezhall, pa veze ur varnadenn a varv ?

En daou zegouezh ez eo un andishadur, ya. Hogen ar vezeion ez eo o fal pareañ ar c’hlañvdour ha neket diluziañ ar gudenn en ur lazhañ anezhañ. Goulenn a reont ma vefe roet an urzh hag an andishadur d’ober, neket dezho-i mezeion, hogen d’ur c’horf-micher arbennik war al lazhañ, ma vefe votet al lezenn-se : an dehandizhourion.

E-touesk bruderion an dehandizh harpet-mañ, lod zo nec’het gant mezeion hag a reveulzfe a-enep ar fed bout oberourion an dehandizh. Kinnig a reont ne vefent nemet an erskriverion anezhañ. Sed pezh a anver «dehandizh Bro-Oregon». Evit endevout un ordrenañs a brodu-dehandizh e rank ar mezeg bout asur n’hoc’h eus ket nemet c’hwec’h mizvezh da vevañ. Aotre-emlazhañ. Ha war-lerc’h ez eo digablus ar mezeg en deus graet an ordrenañs-se. Ar vezeion ez eo o fal pareañ ha saveteiñ buhezioù, sañset. Hogen ar vezeion urzhier-marv-se a zigoro armel ar poezonioù deoc’h. Erskrivañ a rint distruj ar c’heodedour.

Betek-henn, koulskoude, saveteiñ un den eus an emlazh zo un akt keodedel, un akt denel e berr-gomzoù.

Daoust hag un den savetaet eus an emlazh ne adkavfe ket ar c’hoant da vevañ adarre ? Daoust hag-eñ e chomo hep ober netra vat en e vuhez peogwir ez eo kozh ha hualet ? Daoust ha n’en do ket an tu d’ober un dra evit ar re arall ivez, un dra gaer e-unan ?  Da vousc’hoarzhin, da reiñ, da bardoniñ, d’em adunvaniñ, da garout ? Pe da lakaat ar re arall d’e garout.

En ur c’hlañvdi war hir-dermen evit ar re gozh e oa bet dispartiet un den diouzh ar re arall ken fall ma oa gant e amezeion ; un nebeut deizioù a-raok e varv e lakaas tougen ur gemennadenn d’e geneiled kozh ; ne oa skrivet nemet un dra enni : «pardon».

Roit ar goanag din !

An emlazh hag ar goulenn-emlazh zo diskouezadurioù, garmoù an dic’hoanag. Ur pasiant hag a c’houlenn da vervel ne vefe ket unan a c’houlenn e vefe roet goanag dezhañ ?

Ur surjian a zezrevell : «Ur penn-embregerezh a c’houlenne diganin en harpañ da echuiñ buan abaoe c’hwec’h mizvezh. Un arm en doa warnañ hogen sikour e vezeg a vije bet ur c’hennerzh. E-doug mizvezhioù diwezhañ e vuhez, diaesoc’h-diaseañ, dizoue, e rae ar goulenn meur a wezh adarre, hag e responten da c’hortoz un nebeut c’hoazh dezhañ. Mervel a reas da noz ar Pellgent, peoc’haet ouzh e vugale.»

Evit ar surjian-se : «Bout ez eus ar riskl da vout dilezet. Ar familh, kement hag ar bareourion, ne ouzont ket bountañ dor unan war e dremenvan, ne ouzont ket petra ober. N’o deus ket an trivli la bout tost eus ur c’hlañvour bras zo degas pezh a ra ar muiañ diouer dehzañ : buhez ar re arall.»

Kinnig ar prederioù goustegus

Gwir eo ne vez ket pareet an holl glañvourion. Pet a gerent zo skuizh, uzet gant sizhunvezhioù ha mizvezhioù a brederioù, a weladennoù hag a veilhadegoù. P’o devez ar chañs da gomz gant ur servij a brederioù goustegus, ar pep kentañ a c’hallo ober ar servij-se a vo kemer preder war an hini klañv ha lavarout dezho diskuizhañ, war a lavare din penn ur servij a seurt-se. Ur wezh ar skuizhder hag an enkrez aet diwar biou e komprenint gwell pezh a c’haller ober.

Ar prederioù goustegus a c’houlenn nerzhioù, kengred tro-dro d’ar c’hlañvour etre ar gerent hag ar bareourion, pa ne vez mezegerezh gallus ebet ken. Ar skipailhoù-se a vo kred evit diwezh ur vuhez leun a zoujañs hag a breder e c’hallo an dud tro-dro kemer perzh enni. Sellout a reer ar c’hlañvour evel un den betek penn, anavezout a reer e zinder dre ur sell hag ur jestr.

«Ar preder goustegus kreizennet war ar gouziviad – ne vern petore gwanded bredel pe fizikel a gourlaka ar c’hleñved warnañ  – zo gwellañ kred eus an doujañs e-keñver e zinded. Ni a venn, evit ar c’hlañvour war e dremenvan, un diraez da brederioù darvennus hag a galite vat.» (Ur baread  pareourion, mezeion, klañvdiourion, bevfiñvourion eus Institut Curie, Libération, 13 a viz Meurzh 13)

Penaos pareañ ar poanioù ?

Men emañ ar wirionez ?

Pareañ ar boan ned eo ket lazhañ ar c’hlañvour.

 A-ratozh e vezomp strafuilhet, enkeniet, e-keñver ar boan hon nesañ a c’houzañvo marteze. Koun hor bez eus an taolioù-arnod tremenet, eus kleñved war hir-dermen unan nes hag eus e vont kuit o tostaat. Hogen dav eo dimp gouzout e pare ar vezegezh ar boan. A-zivout an dra-se ez eus ur vras a ziouiziegezh, un aon a-stroll.

Ned eo ket gwir e c’hallfed mont dreist d’ar boan. Bloavezhioù ‘zo, ar c’helenner Lucien Israël a skrive o doa tu ar vezeion da bareañ ar boan : «Pezh a c’houlenn ar c’hlañvour eo na c’houzañv, pezh a c’haller kaout gant ur c’hempouezh etre prederioù lec’hel ha hollek, e tleer ouzhpennañ ur muzuliad a enepgouvideier. Goulenn a ra na vout lezet a-gostez a-fed yec’hedouriezh, nag a-fed darempredoù, nag a-fed an azonoù na lakaont ket da c’houzañv hogen a laka an nen diaes. Hag, ouzhpenn-se, pezh a c’hall bout souezhus evit lod, e c’houlenn ma vez hiraet e vuhez daoust dezhañ da c’houzout e tosta an diwezh. Hag an ehan-se zo lakaet da dalvezout evit diskoulmañ kudennoù a bep seurt, evit sevel darempredoù nevez gant ar re nesañ, evit distreiñ d’ur speredelezh hag a c’hall bout bet nac’het hag evit lavarout e anaoudegezh d’ur skipailh a bareourion en he fezh. Ar c’houviziaded nad int ket bet hueget gant mezeion diseblant ha kendruezus a-boan ne c’houlennont ket bout lazhet. Chom a ra, neuze, betek un diwezh, ur spi ha na c’haller ket distrujañ garv.»

Gant Lucien Israël e lavar kelennerion war ar vezegezh arall e tle an aon rag ar boan mont diwar wel : an araokadennoù graet er bloavezhioù diwezhañ-mañ o deus aotreet da zilemel pep poan e diwezh buhez pemdeziek ar c’houziviaded.

Ar boan a c’hall bout reolennet hag e c’hall ar pasiant he friziañ (war ur skeul eus 0 da 10), pezh a aotre ur c’hemer-louzoù-dic’hostus a-feson. Ur bern araezioù o deus ar vezeion, en deiz a hiziv, evit lakaat ar boan da gilañ, hag evit enebiñ ouzh hogosik an holl-darvoudoù. Chom a ra un nebeut dregantad a boanioù ne c’haller ket enebiñ kalz outo ; tu zo d’o disteraat, avat.  Ha m’o deus efedoù bredel-gouvidus, ret eo labaourat war ar c’hraf-mañ. Ha tu zo d’ober un «hezañ» hag a laka ar c’hlañvour da huniñ mard eo «eiltroüs», da lavarout eo ma c’hall ar c’hlañvour dihuniñ ha mirout ar frankiz da c’houlenn an hezañ-se pe get evit ur poent bennak.

«Met an anadurezh-se, ne chom mezeg ebet hep he anavezout, piv en anavez e-mesk an dud voutin ? Paz kalz e gwirionez hag e kredan lavarout, tost da zen e-touez an dud «yac’h», a skriv Bernard Debré. Setu penaos en emgorf an treuzintent meur arall…an dislavar stag ouzh an tabut a-zivout an arloup yac’hadel : evit al lod vrasañ eus an dud a embann testennoù dre bennaenn, evit difenn berraat diwezh ar vuhez diaes, an dehandizh eo an hent gwellañ evit dieubiñ ur gouziviad eus ar boan !» (Kelenner Bernard Debré, surjian, kelenner war ar vezegezh, en e levr Nous avons tant aimé, pajennoù 28-29)

Un diziouiegezh vras zo neuze, hag ur c’hoant da zic’houzout zoken : an denelezh a vez graet anv anezhi gant sikour an triviliadoù er mediaioù ned eo ket pilpouzerezh anezhi ? Pa ziskouezer bout war tu ar vad, ar gendruez denel, evit ober an droug, gourdrouzañ ar marv d’unan bennak, pa embanner na vout gouest da ober tra a-enep ar boan, e vezer pilpous.

Dinder an hini a zo war e dremenvan

Bout ez eus diseblanted ha diziouigezh ar re yac’h. «Evit lod ez eo an dinder na vevañ gant sikour duellenoù ha skrammoù-kontroll. Doare da welout lakaet da dalvezout gant bruderion an dehandizh a zo tud yac’h anezho, peurvuiañ. Ral a wezh e vez hini ar re glañv e diwezh o buhez e stern servijoù ar prederioù goustegus. Evito, ar pep dinañ eo resev o c’hementad a louzoù-dic’hostus d’an ampoent ; ha kaout klañdiourezed a-walc’h evit ober war o zro, evit komz dezho eus a bep seurt, o gwalc’hiñ dek gwezh an devezh mar n’int ket mestr ken war o staot hag o difankañ…»

«Dinder an hini war e dremenvan eo hini, hep e bar, ar wazed hag ar maouezed en ambroug en e eurioù diwezhañ : goskor an Ospital, familhoù, tud nes hag a ouestl o zeneridigezh ha gouestladur da lakaat pezh a ya kuit da vout din.»

«Kemm al liñselioù ha lienadoù bewezh ma vez ezhomm, mirout ur gambr kempennet mat hag un aergelc’h laouen – ya, laouen ! Test on eus se evit bout en gwelet hep ma ouifen displegañ ar perag –, respont da c’hoantoù diwezhañ unan hag a zo o vervel hag a zo o c’houlenn e lip-e-bav gwellañ-karet. En anv petra kement-se a glotfe nebeutoc’h gant dinded an den eget divrankañ un duellenn pa ‘z eo aet kuit ar spi da bareañ ?»

«Anat e teu da vout d’an hini a gred daremprediñ, ha ne vefe nemet a-wezhioù e ve, kreizennoù ar prederioù goustegus : ned eo ket ar marv a zo dizin, hogen an diouer a ambroug eo.»

«Ya, mervel a c’hall bout divalav, lous ha flaerus. D’ar re vev da vout din en ur ober kement ha ma ne vefe ket ar marv evel-se.»

«Setu aze diac’hinad ar XXIañ kantved : kinnig an dehandizh evel un araokadenn pa vez ar c’houlz a vuhezomp an hini kentañ en Istor a ro dimp an tu da zilemel ar boan fizikel ha, nebeutoc’h, gwir eo, ar boan bredel.» (Debré, pajennoù 33-35)

Hag un den er c’homa a chom un den ?

E Bro-C’hall, en ur gêriadenn eus ar mervent, penn-rener yaouank un embregerezh zo kouezeht war e benn p’edo oc’h adober plañchod e c’hrignol. E-pad daou vizvezh e oa dalc’het en ur c’homa kalvezadel. Mezeg an ospital a lavare d’ar gerent : «Ne vo ket nemet ul legumaj.» Euzhusat frazenn hag a nac’he kemet dinder d’ar c’hlañvour daoust d’ar preder graet war e dro, hag a nac’he kement goanag d’ar gerent.

Ar re-se o doa spi c’hoazh. Gant une eontr ha keneiled ez aozjont ur veilhadeg a bedennoù e kemeras perzh 200 den enni, amezeion hag arvalion, mignoned ha kerent, tud a Feiz ha tud dizoue. Un nebeut devezhioù war-lerc’h e lavaras ar mezeg d’ar gerent : Poent eo ober ur weladenn diwezhañ dezhañ. Antronoz e kroge ar c’hlañvour d’emdennañ ha da bareañ e-doug un nebeut sizhunvezhioù. Ar mezeg, den reizh ma ‘z eo, a ginnigas e zigarez d’ar gerent, ha dirak testoù, da vout e anvet «ul legumaj».

Pareañ ar boan bredel hag ar gouvid

Bout e vez eus ar boan bredel gant ar glañvourion war o zremenvan alies a-walc’h ; ne deuler ket evezh warni alies, avat. Er c’hontrol da bezh a lavarer ned eo ket ar boan fizikel a laka kalñvourion ‘zo da embann ar c’hoant ag an dehandizh. Ar c’helenner Primeau, eus Kebek, a skriv : «An diziouiegezh a-fet bredvezegiezh hag a-fet bredoniezh en tabut-mañ a  hañval din bout saouzanus. Diforc’hioù a vez etre an abegoù eztaolet evit lezennekadur an dehandizh (poan dic’houzañvadus na c’haller disammañ) [e Bro-Gebek eo] hag ar reoù a ro lusk d’an dehandizh evit gwir, ar gouvid hag an digalonekaat.»

«Ur studiadenn nevez deuet er-maez e 2009 eus ar Marie Curie Palliative Care Institute eus Liverpool (a-zivout 155 ospital ha 3.893 pasiant eus ar Rouantelezh-Unanet) a ziskouez e vez 65 % eus ar bc’houziviaded, e-pad ar 24 eurvezh diwezhañ, zo war o aes hep louzoù ebet, 31% anezho a resev kementadoùigoù a louzoù dic’hostus ha 4% anezho kementadoù pouezusoc’h…»

«E diwezh ar vuhez, ar boan a c’hall bout kemeret e kont en un doare kevazas. Ned eus nemet 3% eus ar c’houziviaded ez eo graet war o zro abalamour d’ar gouvid, pa vez 20% pe 30% a c’houzañv ar c’hleñved-se. Met ar c’houziviaded er gouvid a c’hall goulenn an dehandizh 5,9 gwezh muioc’h eget ar re nad int ket, hag ar goulennoù-se zo berrbad : 50% a gemm o soñj e-korf an daou sizhunvezh war-lerc’h bout eztaolet ur goulenn a zehandizh. E-keñver an estrenvan don a c’houzañv ar c’houziviaded-se, ar goulenn a zehandizh zo ur gourc’hemenn klinikel a-benn digeriñ ur c’hendiviz etre ar gouviziad, ar mezeg hag ar baread pareourion evit kompren ster kement-se. Ar priziadur-se a aotre da zegas muioc’h a sederoni en ur ober war-dro pezh a rae ur skrivagner bennak an digalonekaat bredel-speredel.»

Ar familhoù a rankfe bout muioc’h taolet o evezh war se. Dezho d’ober war-dro gouvid ar c’hlañvour ivez, d’e reiñ da c’houzout d’ar mezeg ;  hag, ouzhpenn ar mezegadur enepgouvidus, dezho da reiñ evezh d’o c’herent, da reiñ jestroù tener dezho. En diogeliñ gant ur sell evit lavarout ez eo din c’hoazh da vout karet. Evit kement-se ez eo ret emzieubiñ eus ar gwask sokial a fell dezhañ hon lakaat da sellout ouzh an hini gwan evel unan hag a ve re anezhañ war an douar. Ma soñj kement-se a dud ez eo an dehandizh un diskoulm da bep tra e Bro-C’hall, ez eo peogwir e c’houzañvont ar gwask-se. Diwar-neuze e lakaont ar re arall da c’houzañv ar gwask-se d’o zro. Mard omp lakaet diaes, klaskomp ar vignoned wirion, pere hon lakaio da garout.

Nann, an dehandizh ned eo ket ur remed, se zo un nac’hadenn d’ar garantez, un nac’hadenn da wir ar re wanañ, ul lazhadenn eo.

An dud nammet

Hag an dud nammet ? Gwask ar mediaioù zo kreñvaet gant ar gwask al lobioù a-du gant an dehandizh en o c’heñver. Sevel a reer gwerzioù-meur a fals-kendruez. Bout e lakaer da gemer lazhadenn a-youl-vat un den nammet evel ur marvailh. Ar pilpouzerezh zo en e barr pa ginniger evel un dra varvailhusoc’h c’hoazh, ur vamm a ro an urzh da lazhañ he bugel nammet. Petore gwaskoù zo bet lakaet war chouk ar paour-kaezh maouez-se, ha gant piv ? Strivoù ar barerourion a’n emouestl d’an nammidi-se zo nac’het, disprizet. Ha tu a vefe da lazhañ un den nammet en ur lavarout ez eo kendruez kement-se !

Ma titamaller un den, tad pe vamm, mignon pe vezeg, eus lazhadenn un den nammet, petore heuliadoù a vo ? Kevarzheoù a nammidi a lavar : «Tu zo d’hon lazhañ hep ma vefe barnet kement-se. N’hon eus ket ar gwir da vevañ ken.»

Ur paotre, ur plac’h nammet n’o deus ket a wirioù denel ? Ned int ket keodedourion ? N’o deus ket ar gwir da vout diwallet gant ur Stad a wirioù ? Ned int ket un den da vout doujus en e geñver ken ? N’o deus dazont ebet e kevredigezh mab-den ? Ned int ket gouest da garout ha da vout karet ken ? Ne c’hallont ket selaou ouzh Adagio Albinoni ken ? Ha, mar ne glevont ket ken, aozañ ur meulgan d’al levenez evel Beethoven ?

Dapust ha gouzout a rit ez eo ar c’hizelladruioù barok a ra ar brud bedel da Ouro Preto, e Bro-Vrazil, zo bet sevenet gant un arzour nammet, Alerijadinho ? E gleñved o vont da fallaat, Aleijadinho a lakae engraver ha morzhol da vout stag ouzh daouarn n’o deus biz ebet ken. Er mod-se eo e kizellas An Daouzek profet.

Ha Stephen Hawking, ur Saoz, un den nammet da vat, hennezh zo unan eus fizikourion veur ar bed, en deiz a hiziv. Lenn a reer war Wikipedia : «Kerkent ha dezgouezhet e Cambridge, pe dost, e oa krog azonoù ar skleroz amiotropik pe «kleñved Charcot» d’emziorren ennañ, o tilemel hogozik kement mestroniezh nervgaherel…hawking ne wele ket mar da betra kaout un doktorelezh ma tlee mervel bremaik. Diwezhatoc’h, diskleriañ a reas e oa ar gwir zarvoud e eured…Goude endevout e zoktorelezh e teuas da vout enklasker…Studi an dibarderioù, meizad fizikel ha steredoniel nevez, a aotre an enklasker da ziorren meur a zamkaniezh en kaso d’ar Big Bang ha d’an toull du.»

Kement den nammet n’en deus ket ijin Stephen Hawking, pe hini an hini bouzar Beethoven, pe eus al lovreg nammet Aleijadinho, hogen dav eo bout un ijinus a zen evit bout anavezet evel un den ?

Aon hor bez ouzh ar c’hleñved, aon hor bez ouzh ar marv. Hogen ar marv an hini eo an diskoulm nemetañ evit stoliañ naon ar marv ? Tud ‘zo a fell dezho goulakaat an dehandizh. Bout ez eus pennoù kêr, ur reizhaouer arlevier al Lez-Varn, kazetennerion, kannidi evit morzholañ deiz-ha-deiz ez eo an droug un araokadenn war-du ar vad hag ez eo ar marv administret deiz-ha-deiz ur remed d’ar marv. Bout ez eus alvokaded evit difenn sevenadur ar marv.

Herzel a ran !

Ned on ket arlevier al Lez-Varn, evel an hini a c’houlenn an dehandizh, a-gevret gant an alvokad a vreuta ar marv.

Abaoe pell ned on ket avokad ken. Hogen, sevel a ran hiziv evit difenn an dud uvel-se : klañvourion, nammidi, tud er gouvid, tud dalc’het ha kozhidi, gwan, e klasker nac’hañ gwirioù mab-den dezho…

En anv mab-den e harzan ouzh dilemel dezho o gwir da vevañ. En anv mab-den e c’houlennan evezh ar Stad a wirioù.

En anv mab-den e harzan ouzh al lezennoù pilpouz a aotrefe an emzistruj diwar un erskrid mezegel, hag alezennoù a aotrefe da zrouklazhañ en didrouz.

En anv mab-den e harzan ouzh ar poellgorioù a vezeion a rofe ordrenañsoù-aotre da lazhañ.

Nann, an dinded ned eo ket lazhañ a-raok an diwezh dre un ampoezonerezh c’hoantaet, ha ma ve divizet gant un den pe ur boellgor. An dinded eo bout pareet, graet war hon tro ha doujet, karet betek penn.

C’hoant a ‘m eus da vervel en dinded-se.

Testenn orin e galleg : Association pour la culture citoyenne / Hervé Catta
Troidigezh e brezhoneg : Fabrig Coupechoux
Embannet e 2014 gant Ar Gedour

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

[kemennadenn] Devezhioù kristen 2026

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 minE dibenn miz Gouhere an hini eo e …

Culture woke, post-libéralisme et crise du libéralisme : la doctrine sociale de l’Église comme horizon de discernement

Amzer-lenn / Temps de lecture : 6 minDans une intervention qu’il a prononcé le 13 …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *