C’hoant ho peus da labourat evit Brezhoweb ? (Kronikenn Brezhoweb ar sizhun)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg e-barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.

Kronikenn ar Merc’her 8 a viz Gwengolo 2021

C’hoant ho peus da labourat evit Brezhoweb ? Posupl eo ! Emaomp o klask war-lerc’h unan bennak evit kreñvaat ar skipailh. Ar post kinniget a zo ur post skoazeller war ar produiñ, da lâret eo unan bennak hag a sikouro da broduiñ abadennoù, da skignañ anezhe, met ivez unan hag a eskemmo gant hor c’hevelerion, hag unan gouest da istitlañ videoioù e brezhoneg hag e galleg.

N’eo ket ret anavezout bed ar c’hleweled, dizoloet ‘vo tamm-da-tamm, met ret eo bout en e vleud gant ar yezh, dre gomz ha dre skrid, ret eo bout en e vleud gant ar bed niverel, ar meziantoù boutin hag ar rouedadoù sokial.

Perak klask war-lerc’h un den nevez ?

N’omp ket niverus a-walc’h evit ober tout ar pezh a faotfe deomp ober

Tri ‘bloaz ‘zo hon eus cheñchet penn d’ar vazh gant Brezhoweb. Chomet omp a-sav gant abadennoù mod kozh, doare “Bec’h De’i”, an talk-show e brezhoneg, “C’hoari ha deskin” ur c’hoari tele, pe c’hoazh ar sport skignet war-eeun e brezhoneg. An abadennoù a-seurt-se na glokae ket mui gant ar pezh a oa o c’hortoz an dud, ha dreist-holl ar re yaouank.

Ijinet hon eus ha produet hon eus abadennoù modernoc’h hag a ra berzh doare « Tuto Breizh », « Pennad Kaoz », « 4/13 munud e Breizh », pe c’hoazh « Made e Breizh » skignet nevez ‘zo.

Ne glaskomp ket produiñ muioc’h a eurvezhioù, met produiñ abadennoù a-vremañ ha skignañ anezhe e pep lec’h. Skignañ a gemer muioc’h mui a amzer, ret eo kempenn an abadennoù evit skignañ gant doareoù a bep seurt, war lec’hienn Brezhoweb, youtube, facebook, twitter hag Instagram.

Ar pezh zo diaes hiziv an deiz eo tapout an dud e pep lec’h, met ret eo ober memes tra. Hag abalamour d’an dra-se hon eus ezhomm muioc’h a dud ‘barzh ar skipailh, evit skignañ hon abadennoù ha brudañ anezhe. Muioc’h-mui a labour a vez ganeomp, met n’omp ket niverus a-walc’h evit ober tout ar pezh a faotfe deomp ober.

Kinnig Labour

Kefridi :

  • Eskemm gant kevredigezhioù
  • Sikour da broduiñ abadennoù
  • Heuliañ an abadennoù
  • Steuñviñ skignañ Brezhoweb
  • Istitlañ videoioù
  • Kinnig abadennoù a c’haelfe bout graet ivez.

Lec’h : An Alre
Kevrat labour : 80% pe leun-amzer

Barregezhioù :

  • Live Brezhoneg C1, brezhoneg a-vro Gwened a vefe degemeret mat.
  • En e aes a-fed darempredoù gant an dud.
  • En e aes gant ar binvioù niverel (Ofis..) hag ar rouedadoù sokial.

Kontant da labourat e brezhoneg evit ar brezhoneg, kasit deomp ho CV hag ul lizher.
Mont e darempred gant : contact [arobase] brezhoweb.bzh

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Katekiz e brezhoneg miz Here 2023

Katekiz e brezhoneg / Catéchisme en breton (01/10)

D'ar Sul 1añ a viz Here e vo kaset un abadenn katekiz e brezhoneg evit ar vugale etre 4 ha 9 bloaz. / Dimanche 1er octobre 2023 aura lieu une session de catéchisme en breton pour tous les enfants entre 4 et 9 ans.

Un arload podkastiñ e brezhoneg gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh

Un arload podkastiñ e brezhoneg ! Une appli avec tous les podcasts en breton : (Br) Penaos kaout un arload podkastiñ e brezhoneg, gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh ? Sed aze ar pezh a ginnig deoc’h Florent. (Fr) Comment avoir tous les podcasts en breton existant, dans une appli de podcast en breton ? C'est ce que vous présente Florent.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *