Sul ar Bleuniou hag ar Basion (A) : Jezuz o tond da Jeruzalem
Mz 21, 1-11
Eun nebeud deveziou araog gouel ar Pask, 1 pa oa Jezuz o tostaad da Jeruzalem, e tigouezas Eñ hag e ziskibien e Betfaje e harz Menez an Olived. Neuze, e kasas Jezuz daou euz e ziskibien en eur lavared dezo :
2 — « Kit d’ar vourhadenn a zo dirazoh ; raktal, e kavot eun azenez ouz ar stag, ha ganti heh azenig. Distagit anezi, ha digasit anezo din. 3 Ma vez lavaret eun dra bennag deoh, respontit : « Ezomm e-neus an Aotrou anezo, med dioustu goude, e vezint digaset deoh en-dro ».
4 C’hoarvezoud a reas kement-mañ evid ma teufe da wir komzou ar profet :
5 « Lavarit da verh Sion :
« Setu da Roue o tond war-zu ennout,
« dilorh, azezet war eun azenez hag eun azenig,
« hini bihan eul loen-samm ».
6 Mond a reas an diskibien da ober ar péz a oa bet kemennet gand Jezuz dezo. 7 Digas a rejont ganto an azenez hag heh azenig, ha lakaad o mantilli warno. Hag azeza a reas Jezuz warno.
8 Astenn a reas an darn vrasa euz an dud o mantilli war an hent ; gand lod all e veze trohet skourrou gwéz, ha ledet war an hent. 9 Ha gand an oll dud, koulz ar re a gerze a-raog Jezuz, hag ar re a zeue warlerh, e veze youhet a bouez-penn :
« Hozanna da Vab David !
« Benniget eo an hini a zeu en ano Doue !
« Hozanna e barr an neñvou ! »
10 Pa zigouezas Jezuz e kêr Jeruzalem, e teuas kêr a-béz da virvillad, en eur lavared :
— « Piou eo hennez ? »
11 Hag e responte an oll :
— « Bez’ ez eo ar profet Jezuz, euz a Nazared e Bro-Halilea ».
Evit lenn an Aviel a-berzh, klikit amañ