Distro eo Made e Breizh war Brezhoweb (Kronikenn ar sizhun)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ abaoe daou vloaz war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg. Da gentañ ‘barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac, hag abaoe miz Gwengolo 2022 ‘barzh an abadenn Avel em fenn lusket gant Julia Mouazan ha Maëlle Ausias. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.

Kronikenn ar Meurzh 13 a viz Gwengolo 2022

Skritell MAde e Breizh.Ar sizhun-mañ em boa c’hoant da lakaat ar gaoz war an abadenn Made e Breizh, kinniget gant Klaris Bailleul, hag a zistro war brezhoweb evit ur c’houlzad nevez.

Evit ar re n’anavezont ket c’hoazh an abadenn-mañ, Made a Breizh a zo un abadenn evit sevel traoù e-unan er gêr, hag e brezhoneg evel-just, ar pezh ‘vez anvet « Do It Yourself » e galleg prop ha flour.

A bep seurt temoù hon eus bet tro da lakaat war-wel ‘barzh ar c’houlzad kentañ, keginañ, fardañ produioù evit ar yec’hed, labourat ar c’hoad, gwriat, liorzhañ, etc, met temoù disheñvel hon eus choazet evit an eil.

An eil koulzad

Emaomp o paouez kregiñ da skignañ an eil koulzad war Brezhoweb, gant un tem un tamm disheñvel evit ar rann gentañ : ar jestroù evit saveteiñ an dud, a-drugarez d’ur stummourez war sikourioù kentañ, Magali hec’h anv !

Magali he deus diskouezet da Glaris ar jestroù resis evit sikour unan bennaket hag a zo o vougañ, ma vije ur babig, ur bugel pe un den gour, gant jestroù disheñvel d’ober hervez an oad. Diskouezet he deus ivez penaos ober war-dro un den semplet, pe c’hoazh, penao ober un dorno kalon pa vez un taol-kalon gant un den gour pe ur bugel.

Temoù ar c’houlzad nevez

Disheñvel e vo an temoù evit an eil koulzad, keginet ‘vo c’hoazh gant Klaris, met ar wech-mañ ne vot ket boued Vegan, met kentoc’h boued a-orin deus Bro Italia. Desket ‘vo ganti penaos fardañ ur pizza, da zebriñ asambles gant un tiramisu fardet ganti ivez.

Louzet e vo daouarn Klaris, peogwir e tesko ivez penaos cheñch ur rod toullet ha penaos e vez labouret ar raz-kanab evit ar re o dije c’hoant kempenn mogerioù o zi.

Mont a raimp war ar maez ‘barzh ar c’houlzad-mañ, evit deskiñ penaos desevel gwennan, ha penaos fardañ bier ‘ba ‘r gêr (ret ‘vo deoc’h bout pasiant memestra, n’eo ket ken aes ha-se).

Sellet ouzh rann 1añ MAde e Breizh : Jestroù ar sikourioù kentañ

Selaou podkast ar gronikenn war lec’hienn Radio Breizh

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Katekiz e brezhoneg

Katekiz e brezhoneg / Catéchisme en breton (05/03)

D'ar Sul 5 a viz Meurzh e vo kaset un abadenn katekiz e brezhoneg evit ar vugale etre 4 ha 9 bloaz. / Dimanche 5 mars 2023 aura lieu une session de catéchisme en breton pour tous les enfants entre 4 et 9 ans.

Le jeune prêtre breton Matthieu Vannier.

Ar veleien yaouank e 2022 / Les jeunes prêtres bretons

Emgav gant un nebeud beleien yaouank, Matthieu Vannier ha Kaourintin Samson, evit kompren gwelloc’h piv int ha petra a vez graet gante. / Dewi Siberil est allé rencontrer quelques jeunes prêtres bretons afin de mieux comprendre ce choix de vie dans ce nouveau numéro du magazine 13 munud e Breizh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *