Saints bretons à découvrir

Faot a ra deoc’h gounit plasoù evit abadenn tan-ha-kurun Santez-Anna-Wened ?

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

Bep bloaz e vez aozet un arvest en enor da Santez-Anna-Wened e Keranna, un abadenn tan-ha-kurun (“Son ha Gouleier” e galleg prop ha flour) diwar-benn Yvon Nikolazic ha Pierre de Keriolet. Ar sizhun a zeu e vo kinniget deoc’h gant Ar Gedour gounit plasoù evit mont da welet an arvest, evel bep bloaz abaoe un nebeud bloavezhioù ‘zo.

Evit goût penaos, ha pegoulz e vo posupl gounit plasoù, ret e vo deoc’h bout aketus, ha sellet ouzh Ar Gedour bemdez ar sizhun a zeu war hol lec’hienn, hor rouedadoù sokial, pe sellet pizh ouzh al lizher-kelaouiñ.

Dre an arload ARZONE

Posupl e vo deoc’h gounit daou blas ivez a-drugarez d’ar vandenn-treset “Keranna l’histoire de sainte Anne d’Auray“. Muioc’h a ditouroù a vo roet deoc’h a-benn nebeud, met bez e c’hellit dija pellgargañ an arload ARZONE war Google Play pe war ar Playstore.

Emgav bemdez war lec’hienn Ar Gedour evit bout sur da gemer perzh er genstrivadeg.

Ur c’hinnig ispisial evit ar re goumanantet d’al lizher-kelaouiñ

Ma ‘z oc’h koumanantet d’al lizher-kelaouiñ (hag evit ar re goumanantet nemetken), e vo kinniget deoc’h un distaol ispisial evit mont d’an abadenn. Poent e deoc’h c’hoazh en em enskrivañ evit resevout keleier Ar gedour.

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Un arload podkastiñ e brezhoneg gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh

Un arload podkastiñ e brezhoneg ! Une appli avec tous les podcasts en breton : (Br) Penaos kaout un arload podkastiñ e brezhoneg, gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh ? Sed aze ar pezh a ginnig deoc’h Florent. (Fr) Comment avoir tous les podcasts en breton existant, dans une appli de podcast en breton ? C'est ce que vous présente Florent.

Katekiz e brezhoneg miz mezheven 2023

Katekiz e brezhoneg / Catéchisme en breton (04/06)

D'ar Sul 4 a viz Mezheven e vo kaset un abadenn katekiz e brezhoneg evit ar vugale etre 4 ha 9 bloaz. / Dimanche 4 juin 2023 aura lieu une session de catéchisme en breton pour tous les enfants entre 4 et 9 ans.

Un commentaire

  1. Ne fell ket din diskouez un tremen-hent yec’hed evit mont ‘ba tachenn Santez Anna !

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *