
D’ar Sadorn 26 a viz Gwengolo 2026 e oa deuet ur mor a dud da blasenn ar Concorde ha da vali ar Champs-Élysées, e Pariz, evit kemer perzh en oferenn lidet gant ar Pab Leon XIV. E-touez ar feizidi deuet eus pep lec’h e oa Bretoned ivez, tra ma oa Mestroniezh Santez-Anna-Wened o kemer perzh e kan al liderezh. Un devezh a feiz, a joa hag a esperañs, a ziskouez n’eo ket ar gristeniezh d’an amzer dremenet hepken, met ez eo c’hoazh ur feiz bev, gouest da vodañ an dud ha da reiñ dezho fiziañs en amzer da zont.
Ret e oa gwelet ar mor a dud o leuniañ ar blasenn hag o astenn betek an Arc de Triomphe, bannieloù ar Pab o nijal a-us d’an engroez hag an dremmoù o skediñ a levenez pa dremene Leon XIV, evit kompren pegen dibar e oa an devezh-se e straedoù Pariz. En ur vro ma vez komzet ken alies eus diskar ar gatoligiezh, e oa deuet kantadoù a viliadoù a dud d’en em vodañ tro-dro da hêr sant Pêr. Familhoù, tud yaouank ha kozhoc’h, beleien, tud gouestlet ha feizidi a bep oad, lod anezho deuet eus pell, a yae d’ober ur gumuniezh ramzel, hag a oa anat war o dremmoù al levenez da vezañ eno. Hervez ar Vatikan e oa tro-dro da 800 000 den o kemer perzh er vodadeg, ha muioc’h a 1 million hervez servijoù arbennikaet ar stad. Met en tu all d’an niveroù, eo skeudenn ur bobl gristen bodet en-dro d’he feiz a chomo engravet er speredoù.
Evit ar Vretoned a oa eno, e oa un heklev dibar gant an emgav-se. Abaoe kantvedoù e anavez Breizh ar bodadegoù bras ma vez diskouezet ar feiz dirak an holl, evel ar pardonioù, ma kej ar bedenn, ar c’han hag al levenez da vezañ asambles. E Pariz e oa kalz brasoc’h ment ar vodadeg, met kavet e veze ar memes birvilh, ar memes levenez eeun o tont eus ar feiz hag eus ar c’hoant d’he skignañ ha d’he zreuzkas. Hag ar wech-mañ ne oa ket Breizh eno dre he firc’hirined hepken : klevet e veze he mouezh ivez.
Bannieloù gwenn-ha-du a oa o nijal amañ hag ahont a-us d’an engroez, evel kement a arouezioù eus bezañs Breizh e-kreiz ar vodadeg vras-se. War ur giton e oa skrivet ar gerioù-mañ e brezhoneg : « Evit m’en do ar bed ar vuhez ». Ur gomz leun a ster hag a esperañs, a zegase da soñj ne vez ket bevet ar feiz evit an unan hepken, met evit ma c’hello ar vuhez kreskiñ ha bleuñviñ er bed a-bezh. E-touez bannieloù ar Pab hag ar bannieloù a bep seurt, e oa al livioù gwenn ha du-se un testeni diskret met splann eus ur vro a zalc’h d’he gwrizioù kristen.
Bet e oa bet dibabet Mestroniezh Santez-Anna-Wened, enni kanerien yaouank eus ar Mor-Bihan dreist-holl, evit bezañ e-kreiz laz-kanañ al liderezh, asambles gant kalz a ganerien all deuet eus Bro Frañs a-bezh. Un anaoudegezh evit al lec’h speredel breizhat-se, en doa degemeret sant Yann-Baol II tregont vloaz a-raok, e miz Gwengolo 1996 ! Un nebeud devezhioù goude bezañ lidet tregontvet deiz-ha-bloaz an darvoud istorel-se, e oa adnevezet, dre vouezhioù ar ganerien yaouank, al liamm etre Santez-Anna-Wened ha hêr sant Pêr.

E-kreiz ar gêr-benn vras, e oa bet diskouezet gant an oferenn petra eo ur gumuniezh kristen bodet en-dro d’ar C’hrist. Pa savas ar c’hanaouennoù ha pa voe lidet an oferenn en he holl vraventez, e roas trouz boas ar Champs-Élysées lec’h d’ar bedenn. En e brezegenn e galleg e komzas Leon XIV eus ar sec’hed don a zo e kalon mab-den, ur sec’hed da gavout ster, gwirionez ha leunder, na c’hell na pinvidigezhioù ar bed na plijadurioù an amzer-mañ torriñ da vat. O kemer da ziazez komzoù ar C’hrist, « Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio din-me ha ra evo », e tegasas ar Pab da soñj n’eo ket ar feiz kristen, d’ar penn-gentañ, un afer a sevenadur pe a hengounioù, met un emgav gant an Hini a ro ar vuhez.
Ur ster dibar a gemer ar c’homzoù-se en un amzer ma klask kement a dud hentoù spi. Un heklev o deus e Breizh ivez, rak ne c’hell ket ar garantez ouzh ar gwrizioù kristen bezañ trawalc’h ma ne vezont ket dalc’het bev dre ur feiz bevet ha treuzkaset. An ilizoù, ar c’halvarioù, ar chapelioù hag ar pardonioù a gont un istor kaer-eston, met ezhomm en deus an istor-se eus tud a gendalc’ho da skrivañ anezhañ. Ar yaouankiz breizhat o lakaat o mouezh e servij liderezh ar Pab a oa ur skeudenn sklaer eus ar feiz-se a vez treuzkaset a rummad da rummad.
Diskouezet en deus an devezh-se e Pariz un Iliz a chom gouest da lakaat al levenez da ziwan, daoust d’he gwanderioù ha d’ar prouadoù a rank tremen drezo. N’eo ket ul levenez a nac’hfe gwelet diaesterioù ar bed pe nec’hamantoù hon amzer, met ul levenez a nac’h lezel dezho ar ger diwezhañ. Galvet en deus ar Pab ar feizidi da gas ar spi el lec’hioù ma ren an digalonegezh hag ar sec’hed speredel. Ne oa ket kont da dremen un nebeud eurvezhioù dibar tro-dro d’un den karet hepken, met da zistreiñ d’ar gêr gant ur gefridi : testeniañ, pep hini en e vuhez pemdeziek, eus karantez ar C’hrist.
Evit katoliked Breizh e chomo sur a-walc’h oferenn ar Concorde stag ouzh brasted ur vodadeg hag ouzh braventez ur gumuniezh a ya en tu all da harzoù an eskoptioù hag ar broioù. Degas a ra da soñj dreist-holl n’eus dislavar ebet etre karout e vro, hec’h istor hag he hengounioù, ha bezañ ezel eus an Iliz hollvedel. Ne vez ket paouraeet ar feiz gwriziennet e Breizh pa vez digor war ar bed ; kavout a ra ennañ, er c’hontrol, un digarez da ziskouez he nerzh hag he buhez.
Pa voe tavet ar c’hanaouennoù ha pa grogas an engroez da vont kuit, e adkavas Pariz tamm-ha-tamm e neuz boas. Koulskoude, ne echu ket devezhioù evel hemañ gant notennoù diwezhañ ar sonerezh. Kenderc’hel a reont da zougen frouezh er parrezioù, er familhoù, er c’humuniezhioù hag e kalon ar re o deus kemeret perzh enno. Eno eo e c’heller muzuliañ o ster gwirion, kalz muioc’h eget dre niver ar berzhidi pe braventez ar skeudennoù.
E Breizh evel e lec’hioù all, ezhomm en deus an esperañs kristen eus gwazed ha maouezed a asant d’e lakaat da vevañ. D’ar 26 a viz Gwengolo, e-kreiz Pariz, o deus ar Vretoned kemeret perzh en un diskouezadeg veur eus ar spi-se. Ha marteze eo aze ar skeudenn vravañ da virout eus an devezh : hini ur feiz resevet digant ar rummadoù tremenet, hag a chom bepred ken yaouank ma c’hell kanañ, ken bev ma c’hell bodañ, ha ken kreñv ma c’hell sellet ouzh an amzer da zont gant fiziañs. Chom a ra bremañ da c’houzout penaos treuzkas ar feiz-se en hon farrezioù, e yezh hon tadoù.
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne
