
Setu lennadenn Gouel ar Pantekost, tennet eus al lec’hienn nevez-flamm Bibl.bzh ! Hetiñ a ra skipailh ar Gedour deoc’h ur fest kaer ha santel !
Ar re a labour e Spered Doue, ar re-se a zo mibion da Zoue.
Va breudeur,
Ar re a vev er c’horf n’hellont ket plijout da Zoue.
C’hwi avat ne vevit ket er c’horf, met er spered,
peogwir emañ Spered Doue o chom ennoc’h.
An neb n’en deus ket Spered ar C’hrist, hennezh n’eo ket dezhañ.
Hogen mar d-emañ ar C’hrist ennoc’h,
ha goude ma vefe ho korf tra a varv en abeg d’ar pec’hed,
ho spered en deus buhez abalamour ma ’z oc’h bet lakaet da dud just.
Mar d-emañ o chom ennoc’h Spered an Hini
en deus dihunet Jezuz a-douez ar re varv,
neuze, an hevelep hini hag en deus dihunet ar C’hrist Jezuz a-douez ar re varv,
a advevo ivez ho korfoù marvel dre e Spered o chom ennoc’h.
Evel-se ‘ta, breudeur, ez omp dleourien,
met n’eo ket e-keñver ar c’horf evit bevañ hervez ar c’horf.
Rak mar bevit hervez ar c’horf, ho po ar marv ;
met mar lakait gant ar Spered oberoù ar c’horf da vervel ennoc’h, ho po ar vuhez.
Rak kement hini a zo lusket gant spered Doue a zo bugel da Zoue.
Nann, n’eo ket ur spered a sklavourien hoc’h eus resevet evit adkouezhañ en aon ; resevet hoc’h eus ur spered a advibien hon laka da grial : Abba !, Tad !
Ar Spered e-unan a ro testeni d’hor spered-ni ez omp bugale da Zoue.
Ha mard omp bugale ez omp ivez hêred ; hêred Doue,
ken-hêred gant ar C’hrist,
peogwir e c’houzañvomp poan gantañ da gaout gloar ivez a-unan gantañ !
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne