[EOST 2025] Kamp devezhioù kristen e brezhoneg (mise à jour)
Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min
Amzer-lenn / Temps de lecture : 6 minLa question religieuse demeure, en Bretagne comme ailleurs, …
Amzer-lenn / Temps de lecture : 4 minAprès des décennies de modernisation conduite au pas …
Setu c’hoazh un dra bet divizet hep klask en em glevout gant ar re all.
Bez’ e vimp-ni gant Miz Santez Anna.
En em glevout gant piv Benead ? Ganeoc’h-c’hwi Tiegezh Santez Anna ?
Met, ‘velkent ! Miz Santez Anna n’eo ket tamm ebet ar memes tra hag ur c’hamp brezhonek, ha pa vefe kristen ha n’hell ket TSA skwatiñ miz Gouere a-bezh o verzañ ouzh ar re all kement obererezh kristen brezhonek all e-kerz ar miz alato !
N’eo ket posubl lakaat pep tra da glotañ, sed aze, ha ne oa ket da choaz evit an deizioù kement-se,
A-unan ganeoc’h e vimp eveljust e-pad ar c’hamp, evel an holl Vretoned en em droio ouzh an Aotrou Doue dre hanterouriezh Jubile Santez Anna Wened evit ar pardon bras.
Ur soñj vat eo sevel ur c’hamp kristen e brezhoneg ! Ma ‘m eus kredet klemm, n’eo ket peogwir n’omp ket bet kelaouet en a-raok met kentoc’h peogwir e oamp bet kelaouet… Emaon o vont da zisplegañ : Anna zo deuet betek ennomp e miz Here hag he deus kinniget dirak an holl e vefe saozet ur seurt kamp gant skoazell Tiegezh Santez Anna. Hag e welomp bremañ e vo graet dres d’ar poent ma ‘z omp ar muiañ dalc’het d.l.e. e kreiz Miz Santez Anna. Kavout a ra dimp e vijet bet deraet ober mod-all, setu holl. D’an hevelep poent e vo ivez ma ne fazian ket kamp Sant-VIsant Ferrer. Evel ma lavarez, pep hini a chom en e gornig…
Nann pep hini ne chom ket en e gornig met kentoc’h : « A bep seurt chomadur zo e ti va Zad » (Yann 14,2), ha gwell a se.
Kamp Visant Ferrer a vo etre ar 17 hag ar 27 a viz Gouere evit ar grennarded.
Benead : ma vefe tu heñch an deizhiad, lavarit din : c’hwi a lakfe ho anv diouztu evit ur sizhunvez etre ar sadorn 2 betek ar sadorn 9 a viz Eost ?
Ret vefe cheñch an titl mar plij : (Eost 2025)