Pa dosta Kala-Goañv e teu bep bloaz war va spered a bep seurt soñjoù, soñjoù miz Du peogwir eo miz an Anaon. Bep tro en em lavaran : ul liamm a chom etrezomp hag etre ar re zo aet en hor raog. Un dra bennak eus ar pezh hon eus bevet ganto a chom da c’hoiñ ennomp, hag a c’hortoz e amzer evit reiñ frouezh. Lavaret a reomp : “Aet int d’ar bed all” hep gouzout re petra eo ar bed-se. Ar gristenien a oar un tamm dre ar feiz o deus resevet, met peurliesañ hirio eo kentoc’h un doare da zisklêriañ ne ouezer ket.
Bez’ ez omp un tamm ’vel beajourien chomet war ar c’hae en ti-gar : gwelet hon eus hor mignoned o vont kuit, hag emaomp aze hon-unan hep gellout lavaret petra int deuet da vezañ. Santout a reomp koulskoude ez eus chomet ul liamm don etre int ha ni, dreist-holl m’hon eus karet anezho, hag hon eus c’hoant lavaret n’eo ket marv o c’harantez, daoust ma ne welomp ket anezho ken. N’ouzomp ket perak, met gouzout a reomp memestra ne c’hell ket ar garantez mervel, nemet dont a rafemp da nac’h anezhi.
Gwriet omp evel-se gant liammoù a c’heller gwelet, a c’heller santout hag a vag hor buhez pemdeziek, ha gant liammoù all bet gwiadet ennomp abaoe pell hag a chom bev en tu all d’ar marv. N’omp ket evit miret da santout ar re-mañ a-wechoù en hon donded, daoust ma ne c’hellfemp ket lavaret perak. N’eo ket un afer a eñvor, met un afer a vuhez. Ar re o deus bevet un dra bennak evel-se a zo test n’eo ket un hunvre. Bed an den a zo kalz brasoc’h ha kalz ledanoc’h eget ar pezh a soñj deomp. Miz an Anaon evidon a zo miz ar re vev, ha Kala-Goañv ur gouel da startaat hol liammoù.
KALA-GOAÑV
Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min