Saints bretons à découvrir

[kemennadenn] Devezhioù kristen 2026

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

E dibenn miz Gouere an hini eo e vo dalc’het devezhioù kristen EaT-Feiz-ha-Breizh, eus al Lun 27 (met gellout a reer en em gavout d’ar sul abardaez, a zo deiz pardon bras santez Anna Wened (oferenn vrezhonek da 9 eur…) betek ar Sadorn kentañ a viz Eost, 14 eur.

Evel warlene e roio santual Kerien-Loudieg (Querrien zo ur gêriadennig eus La Prénessaye en hanternoz Loudieg) degemer deomp el lec’h nemetañ anavezet ez ofisiel gant an Iliz e oa en em ziskouezet ar Werc’hez Vari d’ur vêsaerez vihan bouzar ha mut ha pareet anezhi.

Profitañ a raimp eus al lec’h peoc’hus-mañ, eus ar chapel gant an ofisoù a ganimp, hag a-wechoù eus an oferenn gant person Loudieg e brezhoneg.

Diouzh ar mintin e vo kentelioù e stumm kaozeadennoù : brezhoneg, hervez live an dud, kaozeadennoù war istor an Emsav, an Iliz, studiet ha desket e vo kanaouennoù. Goude merenn e vo pourmenadennoù. Beilhadegoù gant kaozioù ha c’hoarioù. Diret e vo an oberiantizoù, nemet eur ar predoù.

Un aergelc’h a vreudeuriezh kristen a ren en hon Devezhioù,a ya en-dro evel en ur familh : pep hini a gemer perzh hervez ma c’hell er gegin, er menaj, kas an dud, kas en-dro an oberiantizoù.

Marc’had mat-tre eo priz pep devezh : 35 € eo da lavaret eo 165 € evit ar chomadenn a-bezh. Distaolioù bras a c’hell bezañ graet hervez an degouezhioù (familhoù, kloer, studierien, o klask labour, hag all.), ne zle ket bezañ un abeg a virfe ouzh unan da gemer perzh.

Ma vez tud a-walc’h e vo feurmet tiez tro-dro, met ret eo deomp gouzout evit pet den.

Na dermit ket eta da lakaat hoc’h anv evit dont, laouen, da Gerien-Loudieg e fin miz Gouhere !

Titouroù : 0298251072 – 0782017315 eat@orange.fr feizhabreizh.bzh@gmail.com

Klikit amañ evit enskrivadur-devezhiou-kristen-2026.pdf

Pennad tennet eus lec’hienn Emglev an Tiegezhioù

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

[kemennadenn] Devezhioù kristen 2026 : Poent eo c’hoazh lakaat hoc’h anv !

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 minE dibenn miz Gouere e vo dalc’het devezhioù …

Messe en breton : faut-il attendre la perfection ?

« Mieux vaut ne pas avoir de messe qu'une homélie en français. » Cette position, de plus en plus souvent entendue, est-elle la bonne ? Les prêtres capables de célébrer et de prêcher en breton deviennent rares. Pourtant, quelques jeunes prêtres font aujourd'hui l'effort d'apprendre notre langue. Plusieurs sont déjà en mesure de célébrer la messe en breton, mais préfèrent encore prêcher en français, avec humilité, le temps de mieux maîtriser la langue. Faut-il les encourager... ou leur fermer la porte ? La question dépasse largement celle de la langue. Elle touche à l'avenir des messes en breton, aux vocations, à la transmission et au soutien que nous apportons à ceux qui ont répondu à l'appel du sacerdoce. Dans cet éditorial, nous proposons une réflexion qui se veut constructive. Car au fond, la vraie question est peut-être celle-ci : comment former les prêtres bretonnants de demain si nous ne leur donnons jamais l'occasion de grandir aujourd'hui ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *