Gwechall gozh, pell ‘zo, e Kemper e oa un den pinvidik-bras o chom. Noz du-pod gouel Nedeleg e oa er straedoù, un nozvezh e lec’h en em gav en tiez ar familhoù en-dro d’ur pred tomm, o tañva meuzioù lipous da c’hortoz ma vo lakaet ar Mabig Jezuz en e graouig goude oferenn ar Pellgent. Rak dija d’ar poent-hont e oa ar c’hiz e pep ti da sevel ur c’hraouig Nedeleg. Ennañ e vo gwelet bremaik ar Mabig Jezuz, gantañ en e gichen ar Werc’hez Vari, Sant Jozef, an azen hag an ejen o tommañ ar babig gant o fronelloù, ar vêsaerien baour hag o deñved, hag erfin an tri Roue, Melkior, Gaspar ha Baltazar deuet da azeuliñ ar babig-Doue heñchet gant ur steredenn gaer-meurbet staliet a-us d’ar c’hroaouig. D’ar mare-se e oa ar c’hiz dispar ouzhpenn-se da lezel ur plas ouzh taol evit un den paour bennak a veze degemeret evel pa vije Jezuz e-unan.
E ti an den pinvidik ne oa tamm kraouig Nedeleg ebet, na pred ispisial ebet, rak bevañ a rae e-unan, n’en doa war e dro na kar na mignon ebet. Un den skragn ha dizoue e oa. Ne blije ket dezhañ gouel Ginivelezh Jezuz, gouel an tiegezhioù hag ar re baour. «Gouel an dispignoù !» Setu aze petra oa Nedeleg evitañ.
Deuet e oa mare koan gantañ. Oc’h aozañ anezhi e oa, en e gegin : un tammig pred soubenn da zebriñ e-unanig a-raok mont da gousket. A-walc’h e oa dezhañ evel fiskoan Nedeleg rak ken pizh ma oa ne oa ket gouest ken da dañva ar blijadur da zebriñ zoken.
Ha setu ma klevas unan bennak o skeiñ ouzh e zor.
«Piv ‘ta a zeu ken diwezhat da skeiñ ouzh va dor ? Klaoustre ez eo ur c’hlask-e-voued !» emezañ hegaset, rak ne blije ket dezhañ bezañ direnket. Ne oa ket ar wech kentañ dezhañ da vare Nedeleg. Bep bloaz e c’hoarveze gantañ e gwirionez, pa oar mat ar glaskerien-vara o deus ur chañs bras da gaout digant tud kêr, pinvidik ma oant, un aluzen, ur pred zoken, en nozvezh-mañ benniget e-lec’h m’eo sañset ar c’halonoù en em zigeriñ d’ar re all, d’ar re baour pergen. An aelez en Neñvoù e vez lavaret diwar o fenn emaint o reiñ kalon d’an dud d’ober oberoù mat, o kanañ «Gloar da Zoue e lein an Neñvoù, ha peoc’h war an Douar d’an holl dud a volontez vat !». An holl en noz-mañ a zo kouviet da zigeriñ e galon, an den skragn pinvidik zoken.
Mont a ra da zigeriñ ha petra a welas ? Un den paour a oa aze dirak e zor evel m’en devoa raksoñjet. Met piv bennak a c’hellje bezañ bet a-hent all p’en doa kaset diwar e dro an holl dud, gant aon da rankout ober dezho profitañ eus e beadra.
«Hama, emezañ, petra faot dit, amprevan, koll-e-voued ? Kae kuit ac’halemañ !»
Ar paour-kaezh ne souzas ket diouzhtu daoust m’edo an den pinvidik o sevel e vrec’h, prest da skeiñ gantañ.
«Ur banne dour a yafe ganin da evañ, ur banneig mar plij ! En anv Doue !» emezañ.
An den pinvidik a nac’has ar banneig dour-se dezhañ. «N’em eus ket amzer d’ober war da dro, dour n’az po ket, kerzh pelloc’h, boued ar groug !» hag a serras prim e zor ouzh he lakaat da stlakal. Hag e prennas an nor, divorc’hed.
Distreiñ a reas da sal ar gegin da aozañ e soubenn. Lakaat a reas da virviñ ur gaoteriad dour er siminal vras, a-us d’an tan. Gortoz a reas ur pennad mat met an dour ne verve ket : lakaat a reas e viz ennañ da welout. A-boan ma oa deuet klouar. Kement-se ne oa ket reizh a soñjas, hogen kalz ne verne dezhañ : keuneud a-walc’h en devoa da lakaat an dour da virviñ, hag e lakaas neuze keuneud sec’h da vagañ e dantad. Un eurvezh goude, ne verve ket muioc’h an dour. Digredus e oa kement-se d’an den pinvidik, ken e kargas e dantad adarre a geuneud, ha se meur a wech diouzh renk. Netra d’ober ! Treiñ a rae da sod ! Kement a geuneud en devoa lakaet ma oa aet ker buan e vern da netra. Ne chomas ket an den pinvidik da dortañ : kregiñ a reas en e vouc’hal hag eñ, egaret-holl, da ziskar e bezhioù arrebeuri, ar re gozh da gentañ, ha goude-se ar re nevez, da vagañ an tan daonet-se na zouje ket tommañ an dour-se, a oa evel strobinellet.
Ne gomprene ket ar pezh a c’hoarveze. Kement-se n’en devoa na penn na lost. Kaer en devoa soñjal, ar gaoteriad dour a chome klouar, ha goude ur pennad, ker buan all ne oa mui netra da zeviñ e ti an den-se. Pep tra a oa aet e tan an oaled. Ne chome gantañ nemet ar skabellig ma oa azezet warnañ, hag eñ da zifroñkañ. «Petra ‘zo c’hoarvezet ganin ? Aet on betek freuzañ ha deviñ va arrebeuri kaer ! Perak ne venn ket d’an dour-se birviñ ?» Gant an darvoud-se en doa kollet e lorc’h a zen pinvidik.
Ha neuze e klevas unan bennak o skeiñ ouzh e zor adarre : daoust d’e soñjoù du ez eas hep klemm an taol-mañ da zibrennañ e zor hag e kejas adarre gant ar paour kaezh den paour a c’houlenne bremaik ur banneig dour da evañ. Teneraet e galon gant hardizhiegezh ar c’hlasker-bara hel lakaas da zont-tre da evañ ur banne dour, hag e roas dezhañ ouzhpenn ur jelkenn vat a vara ur gwiskad mat a amann warni.
An taol-mañ en doa roet an den pinvidik e c’houlenn d’an den paour, a yeas prestik kuit ouzh e drugarekaat. Tra ma kave heñvel a-walc’h dremm ar paour-kaezh den ouzh hini Krist bras ar Chantele en iliz-veur Kemper e klevas an den dour e gaoter o virviñ.