Abaoe Nedeleg 2021 ne oa ket bet a oferenn e brezhoneg e Naoned. Met, ar bloaz-mañ, o deus divizet daou veleg eus eskopti Naoned lidañ un oferenn da vare Nedeleg e brezhoneg penn da benn. E Chapel an Dinamm, straed Malherbe, e vo : ur chapel eus ar XV vet kanvet savet gant an Dug Frañsez II e koun e vaouez kentañ Marc’harid a Vreizh. Ul lec’h brav-tre hag a zo liammet kreñv gant istor Breizh neuze.
D’ar sul 18 a viz kerzu da 6eur goude merenn e vo lidet an oferenn, evit em prientiñ da lidañ Gouel Nedeleg. Ambrouget e vo ar c’hantikoù gant an orgraoù.
Pellgargit follen an oferenn amañ : Overenn Nedeleg 2022