Pablo al Louarnig (Kronikenn ar sizhun)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ abaoe daou vloaz war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg. Da gentañ ‘barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac, hag abaoe miz Gwengolo 2022 ‘barzh Avel em fenn lusket gant Julia Mouazan ha Maëlle Ausias. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.

Kronikenn ar Meurzh 6 a viz Gwengolo 2022

Evit an distro-skol ‘m boa c’hoant da lakaat ar gaoz war ur rummad tresadennoù-bev skignet pell-pell ‘zo war TV Breizh, hag a vo da welet war Brezhoweb ar bloaz-mañ : Pablo al louarnig ruz !

Krouet eo bet e 1999, hag advouezhiet evit TV Breizh da gentañ, pa skigne c’hoazh TV Breizh traoù e brezhoneg. Goude an dra-se eo bet prennet ar gwirioù gant Brezhoweb, ouzhpenn 15 vloaz ‘zo e penn kentañ istoer Brezhoweb. Distro eo Pablo war Brezhoweb evit ar bloavezh skol 2022/2023, gant ur stumm advasterizet e kalite uhel.

Skignet ‘vo un rann nevez bep meurzh war Brezhoweb, e-pad ur bloaz., hag e vo 52 rann da welet. Lakaet eo bet ar rann 1añ en fe fezh war YouTubeUn dresadenn-vev evit ar vugale adalek 8 vloaz, pe 9 bloaz lakaomp.

Pablo al louarnig ruz

Pablo al louarnig ruz.Ul louarnig frifurch ha kalonek eo Pablo, betek re a-wechoù… Emañ o chom ‘barzh douarenn e dud war ar maez. Mont a ra kuit Pablo ‘maez deus e zouarenn, asambles gant e vreur hag e c’hoar, evit mont d’ober anaoudegezh gant bed an dud, ur bed hag a c’hell bout iskis, burzhudus, pe c’hoazh spontus a-wechoù.

C’hoarvezout a ra dezhe a bep seurt traoù, met chom a ra fentus ha moutig troioù-kaer Pablo. Bewech e vez desket traoù gantañ, kentelioù doare : arabat boutañ ar re all, arabat kontañ gevier, met ivez pegen mat ’maomp ‘bar gêr.

A-benn ar fin, e vo an dresadenn-vev-mañ un digarez evit ar re vihan d’ober anaoudegezh gant hor bed deomp-ni dre daoulagad al lern.

Sellet ouzh rannoù Pablo al louarnig ruz

Selaou podkast ar gronikenn war lec’hienn Radio Breizh

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Ar Gwer livet e-barzh chapelig Gwengamp, les vitraux de la chapelle de guingamp.

Ar gwer livet e Breizh / Les vitraux bretons

Chapelioù hag ilizoù a-vil-vern a vez kavet e Breizh, hag e-barzh pep hini dioñte ez eus gwer livet dispar. Met petra eo o istor ha penaos e vezont krouet ? ▪️💬 La Bretagne compte de nombreuses chapelles et églises, chacune abritant des magnifiques vitraux. Mais quelle est leur histoire et comment sont-ils réalisés ?

Lennadennoù an Nedeleg e brezhoneg / Lectures de Noël en breton ✝️

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minOuzhpennet n’eus skipailh Bibl.bzh lennadennoù ar Sulioù betek …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *