Setu ur C’Hristen – hag ur beleg – hag a c’hallfe servijout dimp da skouer e Merc’hervezh ar Gouloù : bemdez war e benn o pediñ didrouz, ouzhpenn an oferenn hag oferennoù ar BreviaL ; ur vuhez rust-kenañ, oc’h en ur vagañ gant bara ha dour hepken peurliesañ, gwisket gant danvezioù gros, botoù toullet-didoullet d’e Dreid ; dasparzhañ e Binvidigezh e aluzen ha treuzfurmiñ e gastell en ti evit ar re baour n’eo mui nemet ar merour hag an aluzener anezho.
Per Gouvello Keriolet, ganet en Alre m’eo bet badezet eno d’an 13 a viz Gouere 1602, marvet d’an 8 a viz Here 1660 e Santez-Anna Wened e-lec’h m’eo bet douaret, ‘’zo ur skouer iskis, ken dreistordinal ha ma seblant didalvoud nemet ha pa ouzer ar pezh a oa bet a-raok : unan eus ar skouerioù gwashañ eus ar vuhez kristen ! Ar cheñchamant krenn-se a ra demp bezañ dedennet gantañ: sed aze an doare en deus kemeret an Aotrou evit e salviñ emaomp o vont da zizoleiñ e-pad ar C’horaiz-mañ : gant peseurt hent en deus gallet mont gant davet Doue ?
Kinnig a ra eskopti Gwened un hentad – e galleg – a bled gant skeudenn Pêr Keriolet. Pajennoù hentad Koraiz 2024, a gaver er parrezioù, zo tennet eus testeni gwirion unan bennak en deus anavezet mat KerioleT : hennezh eo e rener speredel, an Tad Dominig Santez-Katell, a oa ul lean eus Karmez Santez-Anna-Wened hag en doa graet, adalek 1663, danevell e vuhez.