[ROUDOUALLEC] Messe en breton le 9 novembre 2025

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min
Skeudenn Lann Anna (DR)

A-berzh Tiegezh Santez Anna, eus Roudouallec :

Mignoned vat, emaomp o paouez gouzout e vo lidet un oferenn disul a zeu da 10e hanter e chapel Lann-Anna a-raok hon emgav miziek. E latin ha brezhoneg e vo. Ne vo ket amzer da sevel ur follenn. Prientit neuze al lennadennnoù er gêr. Deiz gouel Dedi Penniliz al Laterano e vo ha n’eo ket oferenn ar Sul. Kanet e vo ar C’hyriale VIII har ar Gredo I. 
A galon,
Benead+
Chers amis, nous venons d’apprendre qu’une messe sera célébrée dimanche à 10h30 dans la chapelle de Lann-Anna avant notre rencontre mensuelle. Nous n’aurons pas le temps de préparer de feuille.  La messe sera célébrée en latin et breton. Vous voudrez bien préparer vos lectures à la maison. Ce sera la fête de la dédicace de Saint-Jean de Latran (pas la messe du dimanche). Nous chanterons le Kyriale VIII et le Credo I.

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

Si les Apôtres avaient été bretons… Chroniques d’un Concile impossible (et pourtant nécessaire)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 10 minIl existe, dans certaines légendes non homologuées par …

Entre deux feux : quand les étiquettes remplacent la rencontre

Amzer-lenn / Temps de lecture : 6 minDans la grande foire identitaire de notre époque, …

Un commentaire

  1. Oferenn dedi al Laterano

    9/11 Dedi Iliz-Veur al Laterano
    Penniliz al Laterano zo bet savet war-dro 320 e Roma gant an impalaer Kustentin e‑kichen Palez tiegezh kozh al Lateraned ha gouestlet eo bet d’ar C’hrist Salver. Iliz-kador ar Pab eo. Pemp Senez Ekumenek zo bet dalc’het eno. Bez’ ez eo an hini gentañ e‑keñver hender ha dellid eus holl ilizoù ar gristeniezh. Gant gouel he dedi e reer koun eus gwaziadezh ar Pab, warlerc’hiad Pêr, en deus karg da vezañ evit pobl Doue, pennabeg ha diazez gwelus he unanded.
    Gouel
    Dazgwerzad digeriñ Kv. Dsk. 21, 2
    Ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez,
    a welis o tiskenn eus an neñv, a-gichen Doue,
    kempennet evel ur plac’h-nevez, fichet evit he gwaz.
    Pe : Kv. Dsk 21, 3
    Setu amañ annez Doue e-touez an dud !
    Bez’ e vo o chom ganto, hag int-i a vo e bobl hag Eñ a vo ganto evel o Doue.
    Gloria
    Kempedenn.
    Aotrou Doue, C’hwi hag a zibab mein bev evit sevel annez peurbadel ho klod :
    grit ma vo puilh en hoc’h Iliz ar spered a c’hras hoc’h eus roet dezhi.
    Ra gendalc’ho ar bobl a zo hoc’h hini da vont bepred war-raok
    evit sevel Jeruzalem an neñv. Dre Jezuz Krist.
    Pe :
    Aotrou Doue, C’hwi hag a brizas ober eus hoc’h Iliz ho Pried,
    grit ma teuio ar bobl bet dastumet en hoc’h Anv,
    d’ho toujañ, d’ho karout, d’hoc’h heuliañ ha da dizhout un deiz en neñvoù,
    bleniet ganeoc’h, ar madoù hoc’h eus grataet. Dre Jezuz Krist.
    Lennadenn gentañ
    Lennadenn eus levr Ezekiel 47, 1-2. 8-9. 12
    Gwelout a ris an dour o tont er-maez eus an Templ,
    hag an holl el lec’h ma teue a voe salvet.
    1 En deizioù-se an ael am c’hasas en-dro da zor an Ti,
    ha setu ma strinke dour eus dindan treuzoù an Ti,
    war-zu ar Reter, rak troet e oa talbenn an Ti war-zu ar Reter.
    An dour a ziskenne eus dindan kostez dehou an Templ, e kreisteiz an aoter.
    2 Ha goude-se em lakaas da vont er-maez dre zor an hanternoz,
    hag e reas din ober an dro dre an diavaez,
    betek an nor diavaez a sell ouzh ar Reter,
    ha setu ma rede an dour eus an tu dehou (tu ar c’hreisteiz).
    8 Hag e lavaras din : «An dour-se a ya da gaout rann-vro ar Reter ;
    diskenn a ra er blaenenn (an Araba) evit mont d’ar Mor,
    en dourioù heugus, ma vo yac’haet an dourioù-se.
    9 Kement loen bev o fonnañ eno a vevo, e kement lec’h ma tizho ar froud,
    pesked niverus-kenañ a vo lec’h ma teuio an dour-se,
    rak yac’haat a ra, hag ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma-z a ar froud.
    12 E-kichen ar froud, war e ribloù, war an eil tu hag egile, e kresko gwez‑frouezh a bep seurt na weñvo ket o deliadur na ne baouezo ket o frouezhioù :
    bep miz e taolint frouezh nevez, rak o dourioù a zeu eus ar Santual ;
    hag e servijo o frouezh da vagadur hag o delioù da louzoù-pareañ.»
    Salm S 46 (45), 2-3. 5-6. 8-9
    D : Gwazhioù ur Stêr vras a ro levenez da Gêr-veur Doue,
    chomadur santelañ an Uhel-meurbet.
    2 Doue a zo evidomp ur repu hag un difenn,
    ur skoazell bepred ganimp e pep anken.
    3 Gant se n’hor bez ket aon pa vez eilpennet an douar,
    pa drabidell ar menezioù e-kreiz ar mor,
    5 Gwazhioù ur stêr vras a ro levenez da Gêr veur Doue,
    chomadur santelañ an Uhel-meurbet.
    6 En he c’hreiz emañ Doue ha divrall e chomo ;
    aze emañ Doue d’he sikour da darzh an deiz.
    8 Aotrou ar galloudoù a zo ganimp,
    hon difenner eo Doue Yakob.
    9 Deuit ha gwelit oberoù an Aotrou,
    an taolioù sebezus en deus graet war an douar.
    Eil lennadenn
    Lennadenn eus al Lizher gentañ d’ar Gorintiz 3, 9c-11. 16-17
    C’hwi eo Annez Doue.
    Va breudeur, 9 c’hwi eo park Doue, ti Doue.
    10 Hervez ar c’hras en deus roet Doue din, em eus,
    e-giz un tisaver fur, diazezet an ti ;
    hag unan all a vañson warnañ.
    Padal, da bep hini da deurel pled,
    peseurt labour emañ oc’h ober war-c’horre.
    11 Rak evit ar font ne c’hell den lakaat un all
    estr eget an hini a zo bet lakaet dija, da lavarout eo Jezuz Krist.
    16 Ha n’ouzoc’h ket ez oc’h santual Doue,
    hag emañ Spered Doue o chom ennoc’h?
    17 Mar distruj unan bennak santual Doue, Doue a zistrujo an den-se.
    Rak sakr eo santual Doue, ha C’hwi eo ar santual-se.
    Lidyouadeg d’an Aviel : Alleluia ! Alleluia ! 2 Dnv 7, 16
    Hag adal bremañ e tibaban hag e santelaan an Ti-mañ, eme an Aotrou,
    ma vezo va Anv e-barzh da viken.
    Aviel
    Pennad eus an Aviel santel hervez Yann Yn 2, 13-22
    Lavarout a rae se diwar-benn Templ e gorf.
    13 Tost e oa Pask ar Yuzevion ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.
    14 Kavout a reas en Templ ar werzherion ejened, deñved ha koulmed,
    hag an drokerion-voneiz en o c’hoazez.
    15 Hag o vezañ graet ur skourjez gant kerdin,
    ec’h argasas an holl er-maez eus an Templ, hag an deñved hag an ejened ;
    stlabezañ a reas moneiz an drokerion hag ec’h eilpennas o zaolioù.
    16 Ha d’ar varc’hadourion-goulmed e lavaras :
    «Kasit kement-se ac’hann, ha na rit ket eus ti va Zad un ti-kenwerzh.»
    17 Neuze e teuas soñj d’e ziskibion ez eo bet skrivet :
    «Ar gred evit ho ti am debro-me.»
    18 Ar Yuzevion avat a savas o mouezh hag a lavaras dezhañ :
    «Peseurt arouez a ziskouezez dimp evit gallout ober kement-se?»
    19 Ha Jezuz da respont ha da lavarout dezho :
    «Diskarit an Templ-mañ hag en ur ober tri devezh me en adsavo.»
    20 Neuze ar Yuzevion a lavaras :
    «C’hwec’h vloaz ha daou-ugent eo bet padet sevel an Templ-mañ,
    ha te en ur ober tri devezh en adsavo?»
    21 Met eñ a gomze eus Templ e gorf.
    22 Neuze pa voe adsavet a-douez ar re varv,
    e teuas soñj d’e ziskibion en devoa lavaret an dra-se,
    hag e kredjont er Skritur hag er gomz bet diskleriet gant Jezuz.
    Kredo (d’ar Sul)
    Pedenn war ar profoù
    Degemerit Aotrou, ni ho ped, ar brofadenn-mañ, ha grit d’ar re a glask ho madelezh resev nerzh ar Gevrinenn hag ar respont d’o fedennoù. Dre Jezuz Krist.
    Kentlavar An Iliz kevrin Templ an Aotrou Doue
    An Aotrou Doue ganeoc’h. R/ Ha gant ho spered.
    Hor c’halon d’an uhel. R/ Troet eo war-zu Doue.
    Lavaromp trugarez d’an Aotrou hon Doue. R/ Sed un dra dellezek ha reizh.
    E gwirionez, un dra dellezek ha reizh, kevion ha salvus evidomp eo
    ho trugarekaat e pep lec’h hag e pep amzer,
    C’hwi, Tad santel, Aotrou Doue hollc’halloudek ha peurbadel.
    Rak en ho madelezh evit ho pobl e fell deoc’h chom en ti-mañ a bedenn,
    hag ober ac’hanomp, gant sikour dibaouez ho kras, un Templ d’ar Spered Glan,
    en doare da lugerniñ gant splannder ur vuhez o plijout deoc’h.
    An Iliz ivez, pried Jezuz Krist, skeudennet dre an ilizoù a welomp,
    a santelait dalc’hmat gant ho labour,
    evit ma vo roet dezhi en ho klod en neñvoù,
    al lec’h dleet da Vamm eürus un niver divent a vugale.
    Setu perak, a-unan gant an holl Sent hag an holl Aeled,
    e kanomp meuleudi d’ho klod en ur lavarout da viken : Santel…
    Dazgwerzad ar C’hevuniañ Kv. 1 Pêr 2, 5
    Ni zo mein bev, da vezañ un ti speredel,
    ur gumuniezh santel a veleion.
    Pedenn goude ar C’hevuniañ
    Aotrou Doue, C’hwi hag hoc’h eus dibabet reiñ dimp ur rakskeudenn eus Jeruzalem an neñv dre arouez hoc’h Iliz war an douar,
    grit, ni ho ped, pa gemeromp perzh er Gevrinenn-mañ,
    ma teuimp da vezañ Neved ho rad,
    ha ma c’hallimp un deiz mont-tre en annez ho klod. Dre Jezuz Krist.
    Bennozh-Gouel mar karer p. 426

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *