SANT YOAKIM HA SANTEZ ANNA, TAD HA MAMM AR WERC’HEZ VARI

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Memor

Hervez ur gredenn gozh, hag a oa anezhi adalek an eil kantved, e veze graet Joakim hag Anna eus tad ha mamm ar Werc’hez glorius Vari. Adalek ar VI-vet kantved, e broioù ar Sav-Heol, e voe enoret santez Anna, ha strewet e voe an devosion dezhi er C’huzh-Heol en X-vet kantved; diwezhatoc’h e voe enoret sant Joakim. E Breizh a-bezh e vez meulet Santez Anna en deiz-se, a zo paronez ar vro.

Eus Prezegadurioù sant Yann Damaskenos beleg (Orat.6, in Nativitatem B. Mariae V., 2,4.5.6; PG 96,663-667.670)

Bezit el levenez, Anna divugel, c’hwi ha na lakit ket bugale er bed : tridit gant al levenez, c’hwi ha n’oc’h ket bet er gwentloù. Tridit gant al levenez, o! Joakim, rak eus ho merc’h ez eus bet ganet ur bugel, ur mab a zo bet roet dimp, hag anvet e vo Kannad ar C’huzul Meur, silvidigezh evit ar bed-holl, an Doue kreñv. Ar bugel-mañ a zo Doue.

0! Koublad eürus Joakim hag Anna, glan penn-da-benn ! Diouzh frouezh ho korf hoc’h anavezer, e-giz ma lavar an Aotrou : Diouzh ar frouezh anezho o anavezot. Urzhiet hoc’h eus ho puhezegezh en doare ma vefe un dra o plijout da Zoue, ha dellezek eus an hini a zo bet ganet ac’hanoc’h. Diwar ho puhezegezh glan ha santel hoc’h eus douget perlezenn ar werc’hded, a voe gwerc’hez kent bezañ mamm, koulz hag o tont da vezañ mamm, an hini a zlee bepred mirout ar werc’hded en he spered, en hec’h ene, hag en he c’horf.

Joakim hag Anna, koublad meurbet glan ! C’hwi, o virout ar c’hlanded gourc’hemennet gant al lezenn naturel, hoc’h eus tizhet kaout dre ur c’hras a-berzh Doue ar pezh a zo trec’h d’an natur: roet hoc’h eus d’ar bed ar vamm da Zoue, an hini na anavezas gour ebet. C’hwi o ren ur vuhez doueüs ha santel en un natur-den, hoc’h eus laket er bed ur verc’h vrasoc’h eget an Aelez, ha bremañ rouanez an Aelez o-unan. 0! plac’hig leun a gened hag a zouster! 0! Merc’h da Adam ha mamm da Zoue! Eürus ho tad hag ho mamm o deus roet deoc’h ar vuhez! Eürus an divrec’h o deus ho touget! Eürus ivez an diweuz o doa aotre da reiñ deoc’h pokoù dinamm, ho tad hag ho mamm, evit ma chomfec’h bepred gwerc’hez! Youc’hit d’an Aotrou, c’hwi holl zouaroù, tridit gant levenez, ha kanit. Savit ho mouezh, youc’hit, na spontit ket.

PEBEILGANENN Kv. Luk 2,37.38; 7,16

P/ Gant yunioù ha pedennoù e servijent an Aotrou deiz-ha-noz, * En ur c’hortoz daspren Israel.

U/. Pediñ a raent Doue evit ma teufe da ober gweladenn d’e bobl. * En ur c’hortoz…

Tennet eus Kelc’h katolik

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD".

Articles du même auteur

Veillée bretonne à Kernascléden

[DIOCESE DE VANNES] Au moins un chant breton à chaque messe dominicale.

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 minMonseigneur Centène, évêque de Vannes, a publié en …

Un nouvel aumônier pour la Mission Bretonne de Paris

Amzer-lenn / Temps de lecture : 5 minPar décision de Mgr Laurent Ulrich, archevêque de …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *