
Hervez hengoun bro-Leon, e voe ganet e Lanrioul e Plouzevede. Ganet dall e voe skoliet gant ar penitiour Arzian e Plougerne. Sturiet e voe neuze gant e eontr Sant Urfol e Lanrivoare. Diwezhatoc’h e vefe aet da ziazezañ ur manati e Lanhouarne. (memor ret e Kemper, diret e Sant Brieg)
Pedomp ; Aotrou Doue, d’an den dall Sant Herve hoc’h eus roet galloud da vezañ mestr war nerzhioù an droug, ar c’hoant da veuliñ hoc’h Anv hag al levenez da welout, hag en c’hoazh er bed-mañ sklerijenn ho paradoz ; dre nerzh e bedenn, hon gwriziennit en ho sklerijenn, ha lakit da greskiñ ennomp ar c’hoant d’ho meuliñ. Dre Hor Salver Jezuz-Krist, Amen.
Pennad tennet eus Kelc’h katolik