Petra bennak a rit, henn grit a galon vat evel o servijañ an Aotrou ha n’eo ket an dud, o c’houzout e resevot digant an Aotrou e hêrezh evit ho kopr. Kemerit da vestr an Aotrou Krist.
Gant lidkan Zakariaz, ant. Jozef a yeas da chom e kêr Nazared, evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant ar Brofeded diwar-benn ar Mesiaz : Nazaredad e vezo anvet.
Aotrou Doue hollc’halloudek, e sant Jozef, servijer fidel, ho poa fiziet da gentañ Misterioù silvidigezh an dud da ziwall, plijet ganeoc’h enta, ni ho ped, reiñ ar c’hras d’hoc’h Iliz, dre e bedennoù, da zerc’hel, d’o diskleriañ. Dre hon Aotrou …