Ganet e Domnonea Breizh-veur e fin ar 5-vet kantved, Tudual a voe gant Budog, diskibl da Sant Maodez. E vamm a oa Koupaia (emañ he bez e Langoad), e c’hoar a zo Santez Sev, kehelet e parrez Sant-Sev, nepell diouzh Montroulez. Galvet gant Deroc’h, e genderv, en aber ar Gindi hag ar Yeodi, eo eno e tiazezas ur manati bras. Galvet da vezañ eskob, ez eo bet Tudual avieler bras hanternoz Breizh. Marvet eo Tudual d’an 30 a viz Du 553. E relegoù a voe degaset da gentañ da Laval (Lann-Tual ?) ha goude-se da Chartrez e amzer aloubadegoù an Normaned. Distroet da Landreger ez int bet miret diouzh distrujadegoù an Dispac’h Gall.
Tudual a zoug c’hoazh un anv all : Pabu (an Tad) ; an anv diwezhañ-mañ a gaver e Pabu, Sant Pabu, Tre-Babu, Lann-Babu. E anv berraet a zo deuet da vezañ Tudal pe Tual, Tudy – marteze ivez Tudeg -ha Paban. Aet eo da anv tiegezh, ar pezh a ziskouez e oa hon sant poblek-tre. E Ouel, a dlefe bezañ d’an 30 a viz Du, a zo kilet d’ar 1-añ a viz Kerzu. Hervez Gourdisten, a skrivas war-dro 880, Tudual a voe unan eus ar pevar feulvan a reas braster bro-Gerne : Gradlon, Kaourantin, Gwenole, hag uheloc’h egeto, Tudual. Evitañ eo ar c’hentañ hag ar brasañ : Bez e voe ur skouer evit ar venec’h, emezañ. (Memor e Kemper, diret e Sant Brieg)
Pedomp : Grit ur sell a vadelezh, Aotrou Doue, ouzh hoc’h iliz a Vreizh hoc’h eus degaset da gentañ d’ar Feiz dre labour abostolek Sant Tudual ; teurvezit bremañ dre e bedenn vat evidomp, hon mirout divrall en ho toujañs hag en ho karantez. Dre H. S. J. K., Amen.
__________________
Ce 1er décembre, nous fêtons les Tugdual, Tudual, Tudwal, Tudal, Tudala…
Nous vous proposons de rédécouvrir la vie de ce saint breton par la chronique d’Alan Joseph Raude, publiée ici.
« […] il serait difficile de ne pas voir en Tudwal le principal fondateur de la chrétienté bretonne en Armorique. Le surnom de Tudwal, Pabu, venant du grec papôios, qui pour les chrétiens voulait dire « apostolique », on doit comprendre que, pour les Bretons du 5ème siècle, Tudwal était « l’ apôtre », tout comme Patrick l’était pour les Gaêls »
Certains précisent aussi la fête de Sant Bretoc’h, habitant de Léhon, près de Dinan, et décédé à Redon.
Testenn tenneus eus Kelc’h Katolik