Bet ganet d’ar 1-añ a viz Here e eskopti Roazhon, e antreas e Kumpagnunezh Jezuz gant ar soñj da vezañ misioner ha da vervel merzher er C’hanada.
Neveziad e Sant German-en-Lae e vo kaset evit tri bloavezh da La Flèche, ha goude-se da Gemper e 1630. War ali an Tad Bernez, en em lakas, gant gred ebet, da zeskiñ brezhoneg. Gweladennet e voe neuze gant Dom Mikael an Noblez, a ziouganas e teufe da vezañ misioner e Breizh war e lerc’h. Met klask a ra diflipañ diouzh seurt planedenn. Kaset da d-Tours, ha goude-se da v-Bourges, e teu da vezañ klañv. Prometiñ a ra neuze, mar pare, en em reiñ d’ar misionoù e Breizh. War c’houlenn an Tad Bernez e tistroio da Gemper e 1640. Met eskob Kemper a zo oc’h enebiñ ouzh al labour misioniñ.
Dom Mikael avat a resev anezhañ e Konk-Leon, a ro dezhañ e gloc’hig hag a gelenn dezhañ e zoareoù da brezeg ha da genteliañ an dud. Ouzhpenn mil beleg ha laiked a stummas da ober eveltañ. 43 vloaz e talc’ho gant ar garg-se, en ur avielañ un dek parrez bennak bep bloaz hag en ur chom e pep hini anezho peder pe bemp sizhunvezh, pep devezhiad o kregiñ da beder eur diouzh ar beure. E vision diwezhañ a vo e parrez Plevin, neuze e eskopti Kemper. Eno e varvas d’an 28 a viz Genver 1683. Daoust d’an eskob eo bet douaret e iliz Plevin, hervez ar pezh en doa lavaret e-unan : lec’h ma kouezho ar wezenn e ranko chom. D’an 20 a viz Mae 1951 eo bet diskleriet evurus.
Lorsque Julien Maunoir rendit son dernier soupir le 28 janvier 1683 à Plévin, tout près de Carhaix, le bilan de ses missions force l’admiration : 41 missions en Léon, 28 en Trégor, 15 missions dans l’ancien diocèse de Saint-Brieuc, 11 dans celui de Dol, 13 dans celui de Rennes, 14 dans celui de Vannes et 291 dans l’ancien évêché de Cornouaille, soit 413 missions en 43 ans.
« Par son affabilité, sa patience, sa bonté, son ouverture à tous, sa miséricorde, son souci des plus petits, des malades, des exclus, de tous ceux qui étaient loin, ignorés, méprisés, abandonnés, esclaves du péché , Julien Maunoir, écrit Fañch Morvannou dans sa somme dédiée au bienheureux, a multiplié les signes d’une ressemblance à Dieu qui ont poussé la vox populi à proclamer sa sainteté de son vivant. »
L’enregistrement ci-dessus est issu d’un collectage Ar Gedour 2021.