8 a viz Du : GOUEL HOLL SENT BREIZH

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

Gwelout a reomp amañ pe a-hont e Breizh, chapelioù, feunteunioù pe lec’hioù o tougen anvioù sent ha n’ouzomp netra diwar o fenn, evito koulskoude da vezañ tud a-bouez e istor relijiel hor bro. A-wechoù n’eo chomet nemet un anv, ha c’hoazh, n’omp ket sur bepred eus ar stumm en deus miret pe gemeret. Dleet eo dimp o lidañ dirak an Aotrou Doue, hag o fediñ da vezañ dimp ur skoazell, int hag a zo bepred hon alvokaded dirak an Aotrou, hag evito da vezañ dam-ankouaet e-touez diazezourion ar Vreizh beurbadel.

Pedomp : Aotrou Doue, c’hwi hag hoc’h eus grataet d’hon bro bezañ diazezet war ur bobl diniver a sent, roit dimp ar c’hras da gaout anezho dirazoc’h da alvokaded vadelezhus, ma vezimp divrall da viken er feiz o deus kelennet ha bevet, da c’hortoz kaout lod en o gloar e Breizh ar beurbadelezh. Dre H.S.J.K. Amen

 

Tennet eus Kelc’h Katolik

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD".

Articles du même auteur

passion loudeac

La Passion de Loudéac reprend son cours, les 26 mars et 2 avril 2023

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minC’est avec une grande joie que les organisateurs …

Le Barzaz Breizh et le Trio Kervarec résonneront dans la basilique de Saint-Denis, le 25 mars 2023

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minC’est un concert événement qui a lieu ce …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *