Aet eo Garmenig Ihuellou (intañvez Gwennole ar Menn) da Anaon. Ur skrivagnerez vrezhonek anavezet mat eo, a orin eus Langoned, ganet d’an 29 a viz Gwengolo 1934 e Porzh ar Roue, e Pariz (14vet arondisamant).
Kelenn a ra brezhoneg e Sant Brieg e-lec’h m’emañ o chom. Graet deus he studioù er skolaj-lise teknikel Albert de Mun e Pariz 7vet. Eus ar 4re klas betek ar c’hlas termen eo bet Garmenig Ihueloù en ur skol evit stummañ kelennerezed war an arzoù-dilhad. Kelennet he deus dreist-holl an danvezioù hollek : galleg, istor, geografiezh, treserezh. Bet he deus un nebeud diplomoù, en o zouez, ur vestroniezh war ar brezhoneg e Roazhon. Kelenn a rae Garmenig an arzoù-kaer e skol Diwan Sant-Brieg ha brezhoneg e Lise Renan Sant-Brieg.
A-viskoazh he deus skrivet, adalek ar mare ma ouie skrivañ ha lenn. Ar wech kentañ, e voe embannet he fennadoù war gelaouenn Bleimor, Sturier hec’h anv. Danevelloù ha barzhonegoù a skrive e gallek hag e brezhoneg abaoe pell a-raok. Aliet e voe dezhi kas anezho da Al Liamm. Embannet int bet un nebeud amzer goude.
Betek an oad a 14 vloaz eo bet savet e Langoned hag en Drinded gant he div mamm-baour, rak marv e oa dija he daou dad-paour. An holl dud a gaozee brezhoneg eno d’ar c’houlz-se. En iliz e oa pep tra e brezhoneg, ar pedennoù, er skol ivez, daoust ma ne oa aotre ebet da gomz brezhoneg, nemet galleg ken, er skolioù publik ha prevez. Tud Garmenig a laboure e Pariz. Neuze eo aet da vevañ ganto pa oa en oad da vont er skolaj. Desket he deus lenn ha skrivañ un tamm ar yezh peurunvan e Ker-Vreizh, e karter Montparnasse.
Bet eo bet ezel eus kalz a gevredigezhioù evel : Bleimor, Kendalc’h, KEAV ( Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerien), Al Leur Nevez, Ar Falz. Re-all gant ur gelaouenn hag emvodoù e-pad ar bloaz : KAVY (Kevredigezh ar vrezhonegerien yaouank) savet gant Erwan Evenou, ha Ti-Yaouankiz savet gant Gwennole ar Menn.
Dimezet e oa Garmenig gant Gwennole ar Menn (+2009). Pevar bugel o deus bet : Brieg, Riwal, Tangi ha Malo. O vevañ emañ bremañ e Sant-Brieg abaoe meur a vloavezh.
Lidet a vo an obidoù e Langoned d’ar gwener 27 a viz Ebrel 2018, da 2h30 goude-merenn.
Garmenig Ihuellou, épouse de Gwennolé Le Menn (mort en 2009), vient de décéder à l’âge de 83 ans. Très impliquée dans le milieu culturel breton, elle donnera naissance à quatre fils, élevés en breton et tous actifs aujourd’hui au service de la culture bretonne. Ses funérailles auront lieu vendredi 27 avril à 14h30, à Langonnet.
Evit gouiet muioc’h, klikit amañ
Photo :
Garmenig Ihuelloù e Kamp ar Vrezhonegerien e Logivi-Plougraz e 1966.