2 a viz Du : an Anaon ha ni

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Miz Du !… An douarou diwisket, noaz, a zeblant mervel..

An heol piz gant e vannou sklerijenn a zeù a vec’h a benn da dreuzi ar c’hoummoul : an traou o kemeret eur wiskamant a ganv, hon doug war du ar soñjou poellus.

Miz Du .. eo ar miz didalbet gant an Iliz evit digas en hor spered an envor eus hon tud aet da anaon. Miz Du eo miz ar re varo ! Miz ar re a zo aet kuit. Miz ar re a zo bet galvet gant Doue abaoe pell’ zo, miz ar re a oa, n’eus ket pell c’hoaz, o veva, o labourat, skoaz ha skoaz ganeomp.

Hag holl e reont breman ar re a zo aet da Anaon, ar re a hanvomp-ni, e Breiz Izel, an Anaon.

Doue, a ouezomp, a zo ker santel hag an den ken pec’her, ma z’eus lec’h da gredi ivez e rank an darn vrasa eus an dud tremen, kalz pe nebeut, dre ar purgator, abarz mont da welout Doue d’ar baradoz,

Ma lavar Santez Katel a Jen ha Santez Koleta, beza gwelet a spered, eneou tud o amzer o koueza er purgator, evel an deliou-gwez d’an diskar-amzer, pe evel pluennou erc’h, epad ar goanv. pegement ne dle ket koueza bréman, pa ‘z’eo laoskaet kalz ar feiz er c’halonou…?

An Iliz a zesk d’eomp o deus eneou ar purgator poaniou garo da ziwaska, ha ma ne c’hellont-i ober netra evit skanvaat o enkrez, ni, o breudeur, o c’herent, o mignoned, a c’hell kalz evit rei dídorr d’ezo.

Penaos ?

Dre hor pedennou, hon oberiou mat ha dreist-holl, dre sakrifis santel an oferenn.

Selaouomp epad ar miz-man o galvadennou. leun a anken, o pignat betek ennomp :

« Ho pezit truez ouzin, ho pezit truez ouzin, c’houi da vihana va mignoned. rak skoet oun gant dourn Doue. »

Gant mouniz bihan e c’hellomp gounit pinvidigeziou bras d’an eneou a zo choaz er boan.

Ped en o zouez ha n’omp ket dleour d’ezo eus kement hon eus?

Mouniz bihan an dizenezou chapeled-se, dibunet hini goude hini, mouniz bihan or sin ar groaz-se graet gant feiz. ar pedenouigou berr-se, lavaret, a vare da vare

Epad ar miz man, taolomp, a zournadou puilh, ar mouniz bihan-se d’an eneou keiz en dienez. Bez e vezint evito beradou gliz, bannou ar goulou deiz. war-du deiz laouen o levenez peurbadus.

« Eurus ar re a zo troet da gemeret truez, rak eun deiz d’o zro e kavint trugarez.

Doue ra bardono d’an anaon !

Testenn tennet eus Feiz ha Breiz a viz Kerzu 1942

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

Désir d’identité et renouveau spirituel : ce que le cardinal Aveline nous invite à voir

Amzer-lenn / Temps de lecture : 8 minCommenté, parfois critiqué, souvent mal compris : le …

Gouestlañ e diegezh da Galon sakr Jezuz

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 minD’ar 1añ a viz Here 2025, embannet en …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *