Ar valeadenn war valaenn war Brezhoweb (Kronikenn ar sizhun)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 min

Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg e-barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.

Kronikenn ar Merc’her 29 a viz Gwengolo 2021

Goude Ar Groufalo ha Mab ar Groufalo, eo bremañ tro an dresadenn-vev Ar valeadenn war valaenn da vout skignet war Brezhoweb.

Ar valeadenn war valaenn

Dihunet ez eus bet un aerouant gant an trouz…

Ar valeadenn war valaenn war Brezhoweb.Istoer ur sorserez sichant hag he c’hazh eo, mont a reont da bourmen asambles a-c’haoliad war o balaenn, ha mont a reont ivez da gampiñ ‘barzh ar c’hoadeier. Ha petra ‘vez fardet gant ar sorserezed ? Braou hud ‘vel just ! pe zied hud ma faot deoc’h. Hon sorserez a fard ur braou hud ‘barzh he chaodouron en ur lakaat a bep seurt traoù a vez kavet tro-dro dezhi, delioù, frouezh… met lakaat a ra ivez tokoù-touseg ruz e-barzh, hag aze ‘oa ket ur mennozh gwall vat. Kregiñ a ra ar chaodouron fotañ kement hag e tarzh an traoù !

Met, dihunet ez eus bet un aerouant gant an trouz… hag eñ da glask war-lerc’h roudoù ar sorserez evit adkavout ‘nezhi ha debriñ ar sorserez gant fritez. ‘Pad m’emañ an aerouant o klask war he lerc’h, emañ ar sorserez o kenderc’hel da bourmen gant he c’hazh, eürus, leun a levenez. En em gavout a ra ar sorserez gant loened a bep seurt, ur c’hi, ul lapous hag ur rannig, hag a faot dezhe mont da bourmen ivez a-c’haoliad war ar valaenn, hag a drugarez-dezhe e vo saveteet ar sorserez p’en em gavo tal ouzh tal gant an aerouant.

Skignet e vo adal ar 1añ a viz Here, ‘pad ur miz, ha kemer a ra plas « Mab ar Groufalo » hag a oa skignet e miz Gwengolo.

Ul levr embannet gant TES

Da gentañ tout eo an istoer-mañ ul levr. Ul levr skrivet e saozneg gant Julia Donaldson, ha treset gant Axel Scheffer, ar memes re o deus krouet ar Groufalo ha Mab ar Groufalo. Ar film ‘zo bet savet war-lerc’h, diazezet war al levr hag int deuet a-benn da virout ar memes aergelc’h grafek, hag ar memes istoer war-bouez traoùigoù ouzhpennet ‘barzh ar film evit displegañ penaos eo bet dihunet an aerouant.

E brezhoneg hon eus graet ar c’hontrol. Da lâret eo, advouezhiet eo bet ar film e 2015 evit bout skignet er sinemaoù da vare troiad ar filmoù aozet evit bugale ar skolioù e brezhoneg, hag embannet eo bet al levr da heul. Met ar pezh a zo, eo ar memes mouezhioù, ar memes komedianed, o deus roet o mouezh evit ar film hag evit ar bladenn a ya asambles gant al levr.

Evit piv eo ar filmig-mañ ?

Plijet e vo ar re vihan adal 4 bloaz, hag ar re gozh ivez, padout a ra an dresadenn-vev 26 munutenn, hag e vo posupl sellet outi a-hed miz Here war Brezhoweb. Diwallit, bout ‘zo tresadennoù-bev all da welet er mare-mañ evit ar vugale adalek 3, evel Straed ar Zoo pe Ar Yerigoù.

Sellet ouzh Ar Valeadenn war Valaenn

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Un arload podkastiñ e brezhoneg gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh

Un arload podkastiñ e brezhoneg ! Une appli avec tous les podcasts en breton : (Br) Penaos kaout un arload podkastiñ e brezhoneg, gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh ? Sed aze ar pezh a ginnig deoc’h Florent. (Fr) Comment avoir tous les podcasts en breton existant, dans une appli de podcast en breton ? C'est ce que vous présente Florent.

Catéchisme en breton le 7 mai 2023.

Katekiz e brezhoneg / Catéchisme en breton (07/05)

D'ar Sul 7 a viz Mae e vo kaset un abadenn katekiz e brezhoneg evit ar vugale etre 4 ha 9 bloaz. / Dimanche 7 mai 2023 aura lieu une session de catéchisme en breton pour tous les enfants entre 4 et 9 ans.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *