E fin miz Eost e vez lidet bep bloaz pardon Santez-Anna-ar-Palud e Plonevez-Porzhe, e Penn-ar-Bed. Unan eus pardonioù koshañ hag anavezetañ Breizh eo. Un digarez a-feson e oa d’ar sevenerien evit filmañ an darvoud hag o endro : un toullad filmoù bet sevenet abaoe ar bloavezhioù 30 a c’heller neuze gwelet enlinenn war lec’hienn CINEMATHEQUE DE BRETAGNE (da welet amañ : https://tinyurl.com/uz5urne2).
E-touez ar re goshañ e c’heller menegiñ “Sainte-Anne la Palud, Iles : Ouessant, Sein, Yeu” bet sevenet gant Henri Tessèdre e 9,5 mm (sellet ouzh ar film : https://tinyurl.com/y3e2axme)
☕ Un café par jour, pour des idées fraîches !
📝 Chaque article = enquête + vérification + passion
🔍 Chaque mot compte pour une info indépendante et locale
💛 Avec l’équivalent d’un café, vous donnez l’énergie à nos journalistes de continuer à raconter des histoires qui font sens
✨ Offrez un café, recevez de la curiosité !
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne
