Chom a ra un nebeut plasoù evit ar c’hamp war varc’h-houarn a vo aozet e brezhoneg penn da benn e-pad an hañv. Ma’z anavezit un den a vefe dedennet da gemer perzh na chomit ket etre daou soñj ha pellgomzit d’an aozerien (pe kasit ur mail).-
boue-stlejet
-
Neuial er mor
-
Krapvrankañ (Akrobranch)
-
Gweladennoù kêrioù Breizh, savadurioù kozh (Iliz-veur Gwened, kastell Susinioù….)
Tro ar vro-Gwened a vo graet e-korf an divsizhunvezh. Eus Plouay betek Gwened ( en un dremen dre gKemperle, An Oriant, Karnak, Sarzhav…). Kampiñ a raimp bemdez war dachennoù familhoù brezhonek.
Un doare evit ar re yaouank da gomz brezhoneg e-maez eus ar skol/Skolaj, da gavout mignoned nevez ha d’ober sport e-pad an hañv.
Ar gevredigezh a ra war-dro ar c’hamp-mañ a zo hini ar c’hampoù Sant-Visant (lec’hiet e Santez-Anna-Wened). Kinniget e vo er c’hamp un aerglec’h katolik (e-keñver an talvoudoù : mignoniezh, kenskoazell…)
Rac’h an dud a zo degemeret mat (tud eus ar Morbihan pe an departamantoù all. M’ho peus ur goulenn, savit anezhañ deomp hag e vo respontet deoc’h buan. (0641600574 / kampsantvisanferiez.bzh@gmail.com )
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne