Amañ kevret teir meulganenn troet diouzh al latin diwar liderezh an eurioù gouel-meur an Hollsent. Trugarez da Paol Kalvez evit an troidigezh.
Gouel an Hollsent laouen ha santel deoc’h !!!
MEULGANENN (war don «m’hoc’h ador Doue va Salver)
Ouzhimp, o Krist, ho pet truez,
p’hon eus ho Mamm da batromez
a c’houlenn diganeoc’h ho krad
evidomp holl, o Salver mat.
Ha c’hwi, Aeled eürus an neñv, r
rannet e nav armead kreñv,
hon diwallit enep ar gwall,
bremañ ivez evel gwechall.
C’hwi, Ebestel ha Profeded,
dirak hor barner, ni ho ped,
goulennit dimp e drugarez
evit pec’hedoù hor buhez.
O Merzherien gwisket e ruz,
Koñfesored pur ha nerzhus,
galvit da vro ar sklerijenn
ho preudeur en deñvalijenn.
Strollad dinamm ar Gwerc’hezed,
Menec’h sentus hag Ermited,
c’hwi holl antreet er gwir vro,
aozit ul lec’h dimp en neñvoù.
D’an tri Ferson eus an Dreinded,
an Tad, ar Mab hag ar Spered,
meulgan ha gloar ha karantez
digant an dud hag an Aelez. Amen.
MEULGANENN (war un ton Pange Solemnes anavezet amañ eo kantik sant Alar)
Krist, annezad meur bro ar gouloù divent,
buhez, hent, esper, silvidigezh ar Sent,
gant hegarated klevit ar veuleudi
a brofomp deoc’h-c’hwi
Bepred emañ kor ar speredoù eürus
ouzh ho pennigañ ahont en neñvoù skedus ;
ha pobl an holl Sent gant o mouezhioù disi
‘gan ho meuleudi.
Dre zellidoù flamm Mari c’hlan, ar Werc’hez,
re an holl dud vat bodet en ho palez,
‘lec’h hor c’hastizañ evel ma’z eo dleet,
roit dimp remed.
Grit dimp-ni bremañ boulc’hañ ar veuleudi
hon eus spi drezoc’h da genderc’hel ganti.
pa vezimp en neñv o veulganañ bepred
gloarioù an Dreinded. Amen.
MEULGANENN (war don M’hoc’h ador adarre pe un ton all eizhsilabennek all)
Jezuz, O Redemptor ar bed,
deuit da sikour ho fideled ;
ha c’hwi, Gwerc’hez a drugarez,
pedit ‘vidomp gant madelezh.
Miliadoù Aeled an neñvoù,
c’hwi, strollad an Uheldadoù,
gant laz-kan an diouganerien,
goulennit ‘vidomp ar pardon.
O diaraoger ar Pried,
Abostoled ha diskibled,
douger alc’hwezioù an neñvoù,
torrit diouzhimp hor chadennoù.
Bagad ruz-tan ar verzherien,
koñfesored ha beleien,
gwerc’hezed leun a burentez,
gwalc’hit diouzhimp hor fallentez.
Ha c’hwi menec’h gant ho mouezhioù,
koulz hag an holl ‘zo en neñvoù,
hor skoazellit pa c’houlennomp
ar gwir vuhez da zonezon.
Jezuz, deoc’h-c’hwi bezet ar c’hlod,
koulz ha d’an Tad ha d’ar Spered
ma ‘z eo splannder ho sklerijenn
ar Sent da viken. Amen.
Gant Pol Kalvez ha n’eo ket ganin-me eo bet kempennet doare brezhonek ar meulganoù-mañ troet diwar al latin, tennet eus Liderezh an Eurioù gouel an Hollsent.