Deian ha Loli war Brezhoweb (Kronikenn ar sizhun)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 min

Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ abaoe daou vloaz war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg. Da gentañ ‘barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac, hag abaoe miz Gwengolo 2022 ‘barzh an abadenn Avel em fenn lusket gant Julia Mouazan ha Maëlle Ausias. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.

Kronikenn ar Meurzh 20 a viz Gwengolo 2022

Affiche Deian ha Loli.Ar sizhun-mañ em boa c’hoant da lakaat ar gaoz war Deian ha Loli, ur programm evit ar  vugale etre 6 ha 12 vloaz evit bout resis. Met deoc’h da c’hoût, n’eus tamm feulster ebet e-barzh neuze e vo posupl d’ar re vihan sellet ivez. Posupl ‘vo d’ar re vras sellet ivez, ha dreist-holl d’an tadoù ha d’ar mammoù, peogwir eo istitlet e galleg evit ur wech.

Peurliesañ, pa vez kaoz deus programmoù evit ar re yaouank e brezhoneg eo tresadennoù bev, met evit ur wech n’eo ket. Ur serienn ‘ni eo, gant komedianed o c’hoari e-barzh, ar pezh a blij kalz d’ar vugale hervez an distroioù resevet ganeomp betek-henn !

Ur serienn evit ar re yaouank neuze, produet e Bro-Gembre hag advouezhiet e brezhoneg gant ar studio Dizale ‘ba Kemper. Skignet ‘oa bet war Brezhoweb daou vloaz ‘zo, hag hon oa bet ur bochad distroioù plijus, neuze hon eus adprenet ar gwirioù. Daou vloaz ‘zo e oa bet skignet asambles gant an Teleoù lec’hel (TVR, Tebeo, Tebesud), met ar wech-mañ e vo ganeomp-ni hepken siwazh…

Istor Deian ha Loli

Deian ha Loli ‘zo anv daou vugel, breur ha c’hoar gevell anezhe, gant galloudoù hud, ha memes ma ‘z int moutig a-walc’h, e chomont bugale evel ar re all, da lâret eo oc’h ober sotonioù hep bout gwelet gant o zud.

A-drugarez d’o galloudoù hud int gouest da sonnañ o zud, gouest int da vihanaat evit dont da vezañ bugale vunut, ha gouest int da eskemm gant ur bed diwelus evit ar re all, kaozeal gant an heol, an avel, gant ar gwez pe gant loened ‘zo. Bevañ a reont troioù-kaer dreistordinal, En ti, er-maez, en ur c’hastell Lego, war al loar, en ur fuzenn gartoñs pe un tren bihan.

War Brezhoweb ha Youtube…

Ur rann nevez ‘vo skignet bep Meurzh, hag e vo 26 rann en holl. Ar rannoù a chomo enlinenn er VOD digoust war-lerc’h, ‘giz boaz, peadra da sellet ouzh seriennoù evit ar re yaouank a-hed ar bloavezh skol o tont.

Istitlet eo e galleg, hag hon eus kaset ar rann 1añ war Youtube ivez evit ar familhoù a zo boaz d’ober gantañ (Deian ha Loli war YouTube), met ar rannoù arall ‘vo da welet war lec’hienn Brezhoweb hepken.

Sellet ouzh Deian ha Loli (brezhoneg, istitlet e galleg)

Selaou podkast ar gronikenn war lec’hienn Radio Breizh

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Jeanne Jugan.

Santez Jeanne Jugan 🙏 / ⛪️ La sainte bretonne fondatrice des Petites Sœurs des Pauvres

Daoust d'he buhez diaes, e krogas Jeanne Jugan da zegemer tud paouroc’h eviti, hag e kroua kenvreuriezh C'hoarezed bihan ar re Baour / Malgré une vie difficile, Jeanne Jugan se met à recueillir plus démuni qu'elle, et fonde la congrégation des Petites Sœurs des Pauvres.

Erispoe, roue Breizh, roi de Bretagne.

Erispoe, roue kentañ Breizh / Erispoë, premier roi de Bretagne !

Erispoe, roue kentañ Breizh ! N'eo ket ken brudet Erispoe hag e dad Nevenoe, met Erispoe an hini eo en deus lakaet diazezoù rouantelezh Breizh ! / Erispoë, premier roi de Bretagne ! Il n'est pas aussi connu que son père Nominoë, mais c'est bien Erispoë qui a assis le pouvoir royal et ouvert la voie pour l'apogée du royaume breton !

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *