Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg e-barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.
Kronikenn ar Merc’her 15 a viz Kerzu 2021
Da vare an Nedeleg ‘m boa c’hoant da lakaat ar gaoz war ar filmoù bevaat kinniget war Brezhoweb. Skignet ‘vo daou film-bevaat (tresadennoù-bev ma faot deoc’h) o tont deus Bro-Norvej ‘pad ur miz adalek ar sizhun-mañ. Bec’h d’al Loar ha Nedeleg dizerc’h.
Troioù-kaer Solan ha Ludvig
“Bec’h d’Al Loar” eo an trede film bevaat gant troioù-kaer Solan ha Ludvig, hag an trede a vo an hani diwezhañ, siwazh deomp. Nedeleg dizerc’h ‘zo bet skignet dija war Brezhoweb daou ‘vloaz ‘zo, ha Redadeg ar fourmaj-laezh, an eil film, zo bet skignet warlene. Kement a blijadur hon eus bet gant avanturioù Solan ha Ludwig ken hon eus bet c’hoant skignañ ivez an trede, hag adskignañ ar filmoù arall war ar memes tro.
Evit ar re n’o deus ket bet tro da welet ar filmoù kentañ, an istoerioù a zo diazezet war daou gomper, Ludvig, un heureuchin ankeniet, ha Solan, ur big hardizh ha disoursi betek re a-wechoù. Bevañ a reont asambles gant o mignon Feodor, un ijinour divoutin, hag a sav mekanikoù dreistordinal. ‘Barzh ar film kentañ Nedeleg dizerc’h en doa savet ur c’hanol erc’h galloudus-meurbet, evit an eil film en doa krouet war ar prim ur seurt karr-nij evit gounit Redadeg ar fourmaj laezh, hag amañ ‘barzh an trede film, e vo ijinet gantañ un egor lestr, pe ur fuzeenn kentoc’h, evit mont ‘barzh al loar.
Filmoù bevaat gant pompinelloù
Filmet e vez 2,5 eilenn bemdez dre zen hag a ra war dro ar pompinelloù
Hiziv an deiz omp boaz da welet a bep seurt filmoù oc’h implij efedoù trimentek, 3D ma faot deoc’h, graet gant un urzhiataer. Aze, ar pezh a zo dreistordinal memestra, eo ar fed eo bet filmet an tri film, gant poupinelloù, gant un doare Stop-motion giz ma vez lâret.
Da lâret eo, pa vez gwelet ar fuzeenn ‘barzh ar film, n’eo ket graet gant un urzhiataer, bout ‘zo div vaketenn, unan vihan hag a ra ur metrad a uhelder ‘vit filmañ ar fuzeenn o verdeiñ en egor, hag unan kalz brasoc’h evit filmañ peurrest an traoù.
An dra-se a gemer kalz amzer, met reiñ a ra un aergelc’h plijus ha divoutin d’ar film. Ret eo goût memestra e vez filmet 2,5 eilenn nemetken bemdez dre zen hag a ra war-dro ar pompinelloù, ya dre zen, peogwir ez eus meur a bompinell evit bep tudenn, mod-se eo posupl filmañ meur senenn disheñvel war ar memes tro.
Awenet gant Eon musk hag an Nasa
Bout ‘zo un dra arall hag a zo dic’hortoz, e penn kentañ ‘oa ket sañset istoer an trede film tremen en egor, ar skipailh ‘oa o labourat war mennozhioù disheñvel krenn. Met ‘pad ma oa skipailh ar film o labourat, int bet awenet gant an NASA hag a gase ar robot Rovers war ar blanedenn Meurzh, hag gant Eon Musk e penn Space X o lâr e vije kaset tud o vevañ war Meurzh ‘benn nebeud.
Setu penaos eo ganet tem film diwezhañ troioù-kaer Solan ha Ludwig.
Evit ar familh a-bezh
N’eo ket ur film soñjet ha skrivet evit ar vugale hepken, met evit ar familh a-bezh. Plijet e vo ar re vihan adal 3 bloaz, hag ar re gozh ivez, padout a ra an dresadenn-vev 1 eur hanter, hag e vo posupl sellet outi betek kreiz miz Genver.