Ur film a 13′, skrivet gant Ronan Hirrien, treset gant Herve Huneau, evit Bali Breizh war France 3 Breizh (skignet d’an 13 a viz Here 2013). Kerkent ha ganet eo bet skrivet ar brezhoneg. Ar roud koshañ anezhañ zo eus ar VIvet kantved, war ur bez kostez an Alre. Goude e vez kavet un toullad glozoù e marzoù dornskridoù latin. Al listennoù gerioù, pe geriaouegoù, a deu da vezañ geriadurioù. Ar c’hentañ geriadur brezhoneg oa bet embannet e 1499, « le Catholicon armoricain », ur geriadur brezhoneg-galleg-latin. D’e heul ez eus bet embannet ur bern geriadurioù all betek hiziv, hag a zo melezourioù hor yezh o vont war a-raok.
ISTOR HIR AR GERIADURIOU BREZHONEG… e berr gomzoù
Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min