Kafedi Istor 12/05 : « Dizalc’hiezh Breizh eus barr e sked betek he diskar (1458-1532) »

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Goude ur prantad « sioul » a-walc’h koulz e diabarzh Breizh hag evit pezh a sell he darempredoù gant Bro-C’hall e teu ar soubenn da drenkañ etre an div vro, goude ma tegouezhas Frañsez II e penn Breizh e 1458 ha Loeiz IX e penn Bro-C’hall e 1461. Tennoc’h-tennañ e teuas da vezañ stad diplomatek Breizh, goude drouziwezh Burgondia e 1477 pergen.

Aliet gant Pêr Landais pergen e strivas Frañsez II da gavout kevredidi all hag e kasas pelloc’h c’hoazh levierezh dizalc’hiezh Breizh (krouidigezh Skol- Veur Naoned, Breudoù Breizh…). Faezhet e voe avat ar Vrezhoned e Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. An dugez Anna a glaskas kenderc’hel an erv boulc’het gant he zad, met faezhet d’he zro e rankas dre heg dimeziñ gant roue Bro-C’hall Charlez VIII. Yev pounner Bro-C’hall a rankas Breizh gouzañv e grez hennezh. Goude e varv e 1498 e timezas Anna gant e genderv ha warlerc’hiad Loeiz XII (dug Orleañs betek-hen ha bet kevredad he zad ergentaou). Muioc’h a zoujañs a voe merket d’an dugez ha d’he bro, ha spi a zo bet he defe dugelezh Breizh gallet kaout ur warlerc’hiad a-ziforc’h diouzh hini Bro-C’hall. Ur raktres eured etre merc’h Anna, Klaoda, hag an hini a zeuio da vezañ diwezhatoc’h Karl V, impalaer Alamagn, a zo bet zoken. Goude marv Anna e 1514 avat e voe gwall ziaes da Glaoda, dimezet a-benn ar fin gant roue Bro-C’hall Frañsez Iañ, herzel ouzh galloud hennezh, ha loc’het e voe neuze argerzh an enframmañ, a zisoc’has e 1532 war skrid stagañ Breizh ouzh Bro-C’hall.

D’ar Sadorn 12 a viz Mae 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon (resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

À propos du rédacteur Erwan Kermorvant

Erwan Kermorvant est père de famille. D'une plume acérée, il publie occasionnellement des articles sur Ar Gedour sur divers thèmes. Il assure aussi la veille rédactionnelle du blog et assure la mission de Community Manager du site.

Articles du même auteur

[BEGARD] Concert de Noël à la chapelle du Bon Sauveur le 15 décembre

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minLa Cité de la musique bretonne et l’association …

[LAUZACH] Messe anniversaire pour les 220 ans de la mort de l’abbé Pierre Nourry

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minUne messe anniversaire sera célébrée en mémoire de …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *