Laudato Si ! Meuleudi dit-te ! Al lizer-meur a gemer ano pedenn sant Frañsez « Meuleudi dit-te va Aotrou » euz Kantik ar Grouadurien, a zigas soñj eo an douar, on ti boutin, « vel eur c’hoar, on-eus perz ganti er beza, ha ’vel eur vamm, kaer, a zegemer ahanom gand he divrec’h digor braz« .
Ral eo d’eul lizer-meur beza bet gortozet kement, ha zokén displeget araog beza bet embannet, zokén diwar skridou da-c’hortoz ! Eur zin eo euz ar pouez roet d’ar pab Frañsez.
Gand Laudato Si, eo pinvidikeet kelennadurez sosial an Iliz gand eur bajenn nevez. Diskouez a ra hent eun diorroadur evid an den, diazezet war ar goustiañs eo muioc’h mui stag-ha-stag oll dud ar bed hag eo stag-ha-stag den hag an natur.
Gervel a ra ive da zoñjal war ster or buez ha war an implij a reom euz ar pez a zo etre on daouarn, o pedi ahanom da zevel lezennou ekonomikel ha politikel a zalc’h kont a gement-se, da rei lañs da zoareou nevez da veva, da gaoud doujañs evid anterinded ha luskou an natur. Ar bajenn nevez-ze a bed c’hoaz da weled an araokadenn hervez eun ekologiez klok a oar adheñcha doareou-beza an dud e diavêz da lojik hiniennel hepkén ha keñveratuz ar prena ha « sevenadur al lastez ».
Pour commander / ‘vit koumanant : www.minihi-levenez.com