
Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg e-barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.
Kronikenn ar Merc’her 1añ a viz Gwengolo 2021
Bout ‘m boa c’hoant da lakaat ar gaoz war un dresadenn-vev evit ar gronikenn gentañ peogwir e vo an distro-skol a-benn arc’hoazh. Kinniget e vo ‘pad ur miz an dresadenn vev “Mab Ar Groufalo” war Brezhoweb, evit reiñ plijadur d’ar vugale.
“Mab ar groufalo” a zo un istoer a ya da heul un dresadenn-vev arall anvet « Ar Groufalo », hag a zo bet skignet war Brezhoweb ‘pad an Hañv, met n’eo ket marv mil den ma n’ho peus ket bet an amzer da sellet outi, liammet eo an istoerioù ‘vel-just met distag eo an tresadennoù-bev.
Istoer Mab ar Groufalo
Mab ar Groufalo a faotfe dezhañ mont da bourmen er c’hoadoù
Ar Groufalo neuze, a zo un euzhvil, brasoc’h ha kreñvoc’h evit razh loened ar c’hoadoù, met aon en deus rak ul logodenn vihan. N’eo ket dañjerus al logodenn, tamm ebet, met fin a-walc’h eo hag ijinañ a ra istoerioù evit achapiñ diouzh e breizhourien, al louarn, ar gaouen, an naer hag ar Groufalo ‘vel-just.
Emañ ar Groufalo o vevañ en ur vougev e don ar c’hoadoù, gant e vab. Mab ar Groufalo a faotfe dezhañ mont da bourmen er c’hoadoù ‘vel-just, ober anaoudegezh gant an natur, c’hoari gant al loened arall, met difennet groñs eo dezhañ gant e dad. ‘Blam da ber ? Teñval-tre eo ar c’hoadoù hag eno e c’hellfe en em gavout gant al Logodenn Vil Vras !
Met… Kalonek eo Mab ar Groufalo, ha n’en deus ket aon rak al logodenn, hag un nozvezh, ‘pad m’emañ e dad o kousket, ez a Mab ar Groufalo ‘barzh ar c’hoad don, war roudoù al logodennig, hag aze, e c’hoarvezo dezhañ troioù-kaer da zizoleiñ ‘barzh an dresadenn-vev.
Plijet e vo ar re vihan adal 4 bleiz
Plijet e vo ar re vihan adal 4 bleiz, hag ar re gozh ivez, diwallit gant ar vugale dindan 4 bleiz peogwir e c’hellfent kaout aon rak prantadoù ‘zo. Padout a ra an dresadenn-vev 26 munutenn, hag e vo posupl sellet outi a-hed miz Gwengolo war Brezhoweb en ur c’hortoz programmoù arall.
Just un draig da ouzhpennañ marteze, skignet e vez war Brezhoweb e brezhoneg nemetken, da lâret eo n’eus ket a istitloù e galleg, evit an tadoù pe ar mammoù a na oaront ket ar yezh e vo ret dezhe goulenn gant ar vugale petra ‘zo c’hoarvezet ma n’o deus ket komprenet.
Sellet ouzh an dresadenn-vev (Mab ar Groufalo)