Pennad Kaoz, atersadennoù hir e brezhoneg (Kronikenn ar sizhun)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 min

Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg e-barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.

Kronikenn ar Merc’her 10 a viz Du 2021

Pauline Kerscaven, aterset gant Brezhoweb.
Pauline Kerscaven, aterset gant Brezhoweb.

Emañ Brezhoweb o paouez skignañ an abadenn “Pennad Kaoz” gant Pauline Kerscaven (e-karg eus ar c’hehentiñ evit Dour ha Stêrioù Breizh), diwar-benn stad ar sterioù e Breizh evel-just… Ar pezh a zo un digarez a-feson evit lakaat ar gaoz war an abadenn-mañ produet gant Brezhoweb.

Deomp dezhi neuze, evit goût un tamm hiroc’h diwar he fenn !

Pennad Kaoz, atersadennoù hir

Awenet omp bet gant Thinkerview !

Pennad Kaoz, Brezhoweb.Pennad kaoz a zo ur rummad atersadennoù hir e brezhoneg, war temoù a bep seurt (ekonomiezh, skiantoù, istoer, politikerez, arzourien, broioù estren, etc). Atersadennoù hir, evit kemer an amzer da vont don e-barzh ur sujet, kemer an amzer da chom gant an den aterset evit lakaat war-wel e istoer pe ar pezh en deus da lâr war an tem choazet en a-raok.

Awenet eo bet an abadenn Pennad Kaoz gant programmoù hir ar web, doare Thinkerview pe “Les Nuits de France Culture”. Thinkerview a zo ur chadenn Youtube hag a ra berzh e galleg, gant atersadennoù hag a bad tro-dro div euriad, sellet milionoù a wech hervez an dud aterset.

Levezonet omp get ganti evit tout ‘pezh a den deus ar badelezh evel-just, met ivez deus ar fed frammañ hep troc’h. Boaz eo ar skinwel da droc’hañ an atersadennoù, evit skarzhañ frazennoù ‘zo, evit troc’hañ pa chom mut an dud, evit kinnig atersadennoù berr ha disi. Gant Pennad Kaoz e faote deomp mont a-enep d’an dra-se en ur virout ar prantadoù-se, kuit da ziframmañ ar c’homzoù ha da goll ton naturel an den pedet.

Un abadenn hag a ra berzh

Denez Prigent, 'barzh an abadenn Pennad Kaoz.Pennad Kaoz a ra berzh, ‘pezh ‘oa ket anat evit ur programm a seurt-se. Da lâret eo un abadenn hir, hag a c’houlenn aked hag ul live yezh uhel a-walc’h a-berzh ar sellerien hervez an temoù. Dre vras e vez sellet outi etre 2.000 hag 8.000 gwech hervez an abadenn, evit abadennoù ha ne oant ket istitlet e penn kentañ.

An evezhiadennoù kentañ kaset da Vrezhoweb gant ar sellerien a lakae ar gaoz war is-titloù an abadenn, tamm-ha-tamm eo bet ouzhpennet istitloù e brezhoneg, hag a-wechoù reoù ‘zo e galleg, saozneg ha sinaeg memes !

Pennad Kaoz a zo ivez un danvez pedagogel anat evit ar gelennerien hag an deskarded, a-drugarez d’an temoù lakaet war-wel koulz ha kalite ar yezh implijet, hag a-drugarez ivez d’an istitloù e brezhoneg.

Filmet e Gwenn Ha Du ‘barzh ul lec’h sioul

Choazet hon eus sevel an abadenn-mañ e gwenn ha du gant meur a gamera, ha kempenn brav ar gouleier hag ar skeudennoù, evel-se e c’hall an abadenn bout anavezet aeset a-walc’h, hag e c’hall ober he zoull e-mesk an holl reoù all kinniget en-linenn.

Savet e vez ar goulennoù gant Lionel Buannic, met ne vez ket gwelet Lionel, ne vez klevet nemet e vouezh evit reiñ pouez d’an den goulennatet. N’eus nemetañ, an den aterset, e-kreiz ar skramm, filmet e-barzh ul lec’h sioul, ar pezh a sikour ivez da selaou aketus e gomzoù, kuit na vefe sachet an evezh gant traoù all a vefe gwelet pe klevet.

Sellet ouzh ar Pennad Kaoz gant Pauline Kerscaven

Pennadoù Kaoz arall

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Katekiz e brezhoneg miz Here 2023

Katekiz e brezhoneg / Catéchisme en breton (01/10)

D'ar Sul 1añ a viz Here e vo kaset un abadenn katekiz e brezhoneg evit ar vugale etre 4 ha 9 bloaz. / Dimanche 1er octobre 2023 aura lieu une session de catéchisme en breton pour tous les enfants entre 4 et 9 ans.

Un arload podkastiñ e brezhoneg gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh

Un arload podkastiñ e brezhoneg ! Une appli avec tous les podcasts en breton : (Br) Penaos kaout un arload podkastiñ e brezhoneg, gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh ? Sed aze ar pezh a ginnig deoc’h Florent. (Fr) Comment avoir tous les podcasts en breton existant, dans une appli de podcast en breton ? C'est ce que vous présente Florent.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *