Kaozeadenn gentañ ar bloaz gant Dominique THEPAUT, person Kastell Paol, d’ar Merc’her 30 a viz Genver 2019, en Ostaleri An Tempo ba’ Porzh Montroulez , da 8e30 noz.
Ganet eo Dominique Thepaut tri-ugent vloaz ‘zo. E dud a oa labourerien douar anezho. Brikoli hag artichaod a veze gounezet er parkeier, moc’h ha vioù a oa ivez en atant. E vrezhoneg, desket er gêr e-touez an amezeien, a zo un tamm anezhañ blaz an douar gantañ.
Kaset eo bet d’e unnek vloaz da skolaj ar C’Hreisker e Kastel-Paol. Eno, pa oa er c’hlasoù diwezhañ en deus gellet deskiñ lenn ha skrivañ brezhoneg. An Aotrou Choquer, genidik eus a Daole, a oa kelenner dezhañ d’ar poent-se.
Goude un tamm studi war ar filozofi hag an teoloji eo bet belleget evit eskopti Bro Leon e bloavezh 1987.
Anvet eo bet gant an Aotrou eskop aluzener evit studierien Skol-veur Brest ha chomet eo eno trizek vloaz. Goude-se eo bet anvet aluzener en arme.
Kaset ha digaset eo bet da heul ar soudarded en Afghanistan, er C’Hosovo, el Liban, er C’Hongo hag en deus gwelet meur a den yaouank mervel.
Anvet kure e parrez Kastell-Paol e 2017, emañ bremañ, azalek miz eost diwezhañ, person eno.
Bezañ eo bet warlene unan eus ar veleien a roe da glevet un tamm sarmon bemdez, en abadenn « Pedenn an deiz » war RCF. Bep taol e plij dezhañ lavaret an oferenn e brezhoneg pa vez goulennet digantañ.
Titouroù : www.klt.bzh
Traduisez cet article en utilisant l’outil de l’OPLB.