Rakprenit an Divina Comedia e brezhoneg

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

An Divina Comedia, bet lakaet e brezhoneg gant Pêr Bourdellez, beleg, ’zo gwelloc’h eget un droidigezh. Diwar ar 15.000 gwerzenn bennak a ya d’ober an oberenn veur-mañ eus dibenn ar Grenn-amzer, ez eus bet kempennet ur 5.000 bennak en hor yezh, en ur glask mirout spered hor yezh e dibunadur ur gantreadenn varzhus a-dreuz an Ifern, ar Purgator hag ar Baradoz, gwelloc’h-kalz eget an troidigezhioù a zo re bizh e galleg, stambouc’hus hag arabadus, gant gerioù ha troiennoù luziet hag estren deomp. Kentoc’h ez eo ganeomp un azasadur dispar, aes da lenn eus un oberenn a ziazezas al lennegezh italianek 800 vloaz zo, leun a ijin ha lusket gant ur feiz don ha birvidik.

Gerioù nevez n’eus hini ebet en destenn-vrezhonek-mañ. Kontrol d’an embannadurioù e galleg n’eus ket bet klasket treiñ gerioù a zeu da skouer diouzh ar gresianeg evel «Empyrée» : an droienn «An Tron» eo zo bet dibabet.

Kavout a ra deomp emañ tost-tre ar speredelezh vrezhon diouzh dodenn ar Veaj (gw. Beaj Sant Brendan ha diazezidigezh Breizh vihan gant hon Tadoù-kozh pemzek kantved zo). Daoust hag eñ ez eus evit gwir ur bobl all er bed a vije tostoc’h ouzh spered hor c’hantikoù kozh mil anavezet n’eus ket keit-se c’hoazh, hag a zo bet levezonet, end-anat gant Dante ? Anv zo da skouer eus «An Ifern yen», eus an Aelez diniver o nijal evel gwenan, eus munudoù heñvel ouzh «Purgator sant Padrig» bet kempennet e 4000 gwerzenn gant Louis Eunius e dibenn an XVIII-vet kantved en hor yezh, «Ar plac’h dimezet gant Satan» er Barzhaz Breizh, Mojennoù an Ankou Anatol ar Braz…

Sklaer eo ivez e klot mat-tre an doare lennegezh-se ouzhomp, p’emaomp gant Gwerzioù, diazezet e brezhoneg abaoe pevar c’hantved da vihanañ : kontadennoù dramaek kontet e korn an oaled e-pad beilhadegoù ar goañv. Evit o c’hanañ, avat, e vije bet ret gellout rimañ ha kavout troadoù ingal o hirder. Gwell en deus kavet Pêr Bourdellez labourat da gavout ul lusk heson d’ar gwerzennoù, ha deuet eo brav gantañ, a gred deomp.

Rakprenañ dre gas ur chekenn 20 euro evit al levr-mañ 200 paj.+skeudennoù e liv (Imbourc’h c/ Emglev an Tiegezhioù Kergreven 24 29800 Trelevenez, pe dre gartenn-vank dre https://www.helloasso.com/…/rakprenadur-an-divina…

Rakprenañ a c’heller betek kreiz miz Mezheven. Ne vo ket moullet kalz skouerennoù ouzhpenn ar re a vo bet rakprenet.

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

Quand les mots empêchent de penser : sur l’usage polémique du « modernisme » et du « traditionalisme »

Amzer-lenn / Temps de lecture : 4 minDans les débats ecclésiaux contemporains, certains mots semblent …

[TRIBUNE LIBRE] Renouer avec notre Histoire !

Amzer-lenn / Temps de lecture : 5 minTribune de Yvon Ollivier, pour Koun Breizh Quelques …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *