Saints bretons à découvrir

[SANTEZ ANNA WENED] Deuit da Perc’herinded ar vrezhonegerien, d’ar 27 a viz Ebrel

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

Pal Perc’hirinded ar Vrezhonegerien e Santez-Anna-an-Alre eo bodañ an holl re a gemer perzh hag a zalc’h e eztaol ar feiz e brezhoneg, dreist-holl dre an oferenn.

D’ar 27 a viz Ebrel 2025, an holl vrezhonegerien eus eskopti Gwened hag eskoptioù all eus Breizh a vez pedet d’an oferenn e brezhoneg a vo da 11e, goude-se da-heul an devezh. A-raok an oferenn, un argerzh jubiliek a vo kinniget e brezhoneg gant un emgav da 11e e-tal ar Scala Sancta. Kroget ‘vo gant ur brosesion ha goude tremen eus nor ar jubile,  a-raok mont tre er benniliz.

Lidet e vo an oferenn gant an Tad Korentin Samson eus Eskopti Kemper & Leon, ha pediñ a raimp dreist-holl e-pad an ofis-mañ evit an Tad Job an Irien, aet da Anaon nevez zo.

Laiked, beleien, diagonoù, gortozet oc’h evit an devezh emgavioù breudeurel etre holl vrezhonegerien Breizh
e treid Santez Anna. Evel-just, ha pa n’oc’h ket brezhonegerien e viot donemat.

Un devezh gwriziennet, da luskañ Jubile Santez Anna. Evit an degouezh, pediñ a reomp an holl lennerien da vont digant bannieloù hor parrezioù, ha gant o gwiskamant.

  • 11e : oferenn (emgav e-tal ar Scala Sancta)
  • 2e30 gm : sonadeg ograou, bombard ha telenn
  • 3e30 gm : Chapeled
  • 4e gm : Gouesperoù

À propos du rédacteur Erwan Kermorvant

Erwan Kermorvant est père de famille. D'une plume acérée, il publie occasionnellement des articles sur Ar Gedour sur divers thèmes. Il assure aussi la veille rédactionnelle du blog et assure la mission de Community Manager du site.

Articles du même auteur

messe de la saint yves

De Tréguier à Rome : une conférence pour découvrir l’histoire de l’église Saint-Yves-des-Bretons le 24 octobre 2026

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 minSi le grand pardon de Saint-Yves, célébré chaque …

Côtes-d’Armor : deux départs de feu dans une église

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 minUn incendie s’est déclaré lundi 19 octobre 2026 …

2 Commentaires

  1. Un digarez mat da ober anaoudegezh gant brezhonegerien gristen all ha da bediñ asamblez evit hon tiegezhioù, ar Vro, an Iliz … Mont a raimpa galon vat !

  2. Daou blas a ginnigomp en hor c’harr-tan adalek leur-genweturañ Daoulaz twilhmod@orange.fr

    Moaien zo d’ar re o deus plasoù all da ginnig d’en ober amañ ivez. Mat e vefe !

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *