Toutouig, treuzkas ar brezhoneg e-touez ar familhoù. (Kronikenn ar sizhun)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg e-barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.

Kronikenn ar Merc’her 22 a viz Gwengolo 2021

Ar sizhun-mañ ‘m boa c’hoant da lakaat ar gaoz war un abadenn produet gant Brezhoweb, Toutouig hec’h anv. Toutouig a zo ur programm berr, ur vunutenn bep rann dre-vras, evit sikour treuzkas ar brezhoneg e-touez ar familhoù.

Petra eo Toutouig ?

Rimadelloù pe kanaouennoù evit sikour treuzkas ar brezhoneg e-touez ar familhoù, gant arzourien ar vro !

Affiche de l'émission Toutouig de Brezhoweb.Gant pep video e vo kinniget ur rimadell pe ur ganaouenn. Bewech e vo kinniget is-titloù evit sikour an dud izel o live yezh. Tresadennoù ha skeudennoù infografiezh a vo kavet ivez evit ma vo pedagogeloc’h c’hoazh ar programm.

Mesk-ha-mesk e vo kavet kanaouennoù evit luskellat ar babigoù, evit lakaat ar vugale da c’hoari gant o bizied pe d’ober anaoudegezh gant o c’horf, met ivez divinadelloù, kanaouennoù evit dasparzh ar c’hoarerien ‘barzh ar porzh-skol, kanaouennoù pe rimadelloù da zeskiñ al lizherennoù, ar sifroù, ha dreist-holl da zeskiñ penaos c’hoari gant ar yezh.

Ur gwir deñzor e vo an holl abadennoù-se evit lakaat ar vugale da vout gwriziennet ‘barzh ar vro. A-benn ar fin, ar pezh a faot deomp ober eo reiñ d’ar re o deus ezhomm alc’hwezioù pinvidik hag aes d’ober gante evit krouiñ pe kreñvaat al liamm etre un den gour hag ur bugel dre ar brezhoneg.

Gant piv e vo kinniget Toutouig ?

Ne vo ket kinniget Toutouig gant unan deus skipailh Brezhoweb, a-wechoù e vez choazet unan bennak resis evit kinnig un abadenn, Dewi pe Klaris da skouer, met amañ hon eus graet ur choaz disheñvel evit meur a abeg :

  • Da gentañ e faote deomp e c’haelfe ar sellerien en em anavezout evel e-barzh ur melezour, da lâret eo kaout tud a bep seurt, a bep oad, a bep seurt pouez mouezhioù gante.
  • Choazet hon eus ivez lakaat ar pouez war kalite ar yezh, se zo kaoz e vo kinniget pep video gant ur brezhoneger a dalvezo da skouer evit ar pezh a sell ouzh an taol-mouezh, an distagadur hag an ereadurezh.

Setu perak e vo kinniget ar videoioù gant un dek den bennaket, arzourien ar vro anezhe, filmet e pep-lec’h e Breizh. Mesk-ha-mesk e vo klevet Elsa Corre, Gael Lorcy, Eric Menneteau, Jean-Claude Ruyet, Mona Jaouen, Daniel Giraudon, Bleuenn & Gireg Konan, Sklaerenn Ar Galloudek, Yolaine Delamaire hag Henri Morvan.

Sellet ouzh Toutouig

Rann 1añ Toutouig

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Erispoe, roue Breizh, roi de Bretagne.

Erispoe, roue kentañ Breizh / Erispoë, premier roi de Bretagne !

Erispoe, roue kentañ Breizh ! N'eo ket ken brudet Erispoe hag e dad Nevenoe, met Erispoe an hini eo en deus lakaet diazezoù rouantelezh Breizh ! / Erispoë, premier roi de Bretagne ! Il n'est pas aussi connu que son père Nominoë, mais c'est bien Erispoë qui a assis le pouvoir royal et ouvert la voie pour l'apogée du royaume breton !

Ar Barzhaz Breizh : Kervarker, skrivagner pe falser ?📕 / 🎶 La Villemarqué, un falsificateur ?

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minAnavezout a rit, sur a-walc’h, ar Barzhaz Breizh. …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *