Un arload e brezhoneg evit Emvod ar Gelted

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

Kinnig a ra arload Emvod ar Gelted ur profil brezhonek evit ar festival a vo dalc’het en Oriant etre an 12 hag an 18 a viz Eost 2024. Gallout a ra ar vrezhonegerien kavout an titouroù en o yezh.

Er blez-mañ e vo kinniget ur profil brezhonek en arload Emvod ar Gelted. Ul lec’h ouzhpenn eo evit kinnig titouroù pleustrek a bep seurt e brezhoneg, lakaet e plas gant sikour servij treiñ an OPAB.

Eno e vo taolet sklêrijenn war ar sonadegoù, ar filmoù, an abadennoù hag an abadennoù meur a vo diwar-benn sevenadur Breizh e-pad Emvod ar Gelted e 2024.
Meur a rummad a vo gallet kaout e brezhoneg, un tres etreoberiat, hag oberourien ar c’hornad evit ar brezhoneg a vo lakaet war wel.

Un taol-esa kentañ eo hag a c’hello bezañ pinvidikaet en dazont. Emañ an divyezhegezh e-kreiz obererezh ar festival evel siner an emglev Ya d’ar brezhoneg.

Gallout a rit klikañ war al liamm amañ dindan pe skanniñ ar c’hod QR, ha mont d’« ho korn », ivinell « profil », en arload ar festival :

Pellgargañ an arload

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

Pe trouz zo ar en douar : faire résonner Noël en breton

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 minÀ Noël, le chant tient une place particulière …

Aet eo Yannig Baron da Anaon / Disparition de Yannig Baron, grande figure bretonne

Amzer-lenn / Temps de lecture : 7 minAet eo Yannig Baron davet ti an Aotrou …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *