An deoliezh da Santez Anna e Breizh a seblant bezañ ken kozh ha kristenidigezh hon bro. Houmañ a zo da lakaat moarvat war gont ar visionerion c’hresiat deuet er broioù keltiek eus Siria da avielañ. Lezet o deus o roudoù war ar pezh a zo bel anvet al liderezh keltiek, ha war zeoliezhoù evel, e Breizh, Seizh merzher Efezos.
Aet da get, pe dost, an deoliezh da Santez Anna n’he deus kemeret ul lusk nevez a drugarez da Santez Anna hec’h-unan, a zo en em ziskouezet d’an den santel Erwan Nikolazig eus Keranna-Wened e 1624. Ne chome netra eus chapel ar Bosennoù : adsavet e vo, ha ned aio ken kehelerezh Santez Anna e Breizh ha dre ar bed, nemet war gresk, gant savidigezh un iliz vras hag ur gouent dalc’het gant Tadoù Karmez. En naontekvet kantved e vo savet un iliz brasoc’h c’hoazh, an hini a welomp bremañ.
Ur bern tud a dremen hiviziken dre santual Santez Anna an Alre, hag a resev diganti grasoù e-leizh, danvezel ha speredel; deuet eo ar santual da vezañ unan eus lec’hioù meur ar bed kristen, hag an hini pouezusañ e Breizh.
Pedomp : Aotrou Doue, c’hwi hag hoc’h eus roet da Santez Anna ar c’hras da vezañ mamm gozh ho Mab, hor Salver, ha laket anezhi en ho madelezh, da vezañ patronez ha diwallerez hor bro, gratait dimp hag a lid anezhi gant ar gouel-mañ, largentez ho krasoù dre skoazell vat he fedennoù. Dre hor Salver Jezuz-Krist, Amen.
Pennad tennet eus Kelc’h katolik – Skeudenn embannet gant aotre A. Guillemois