Ur bloavezh nevez : Un heuliad devezhioù
Ra vo an Nevez-Amzer evidoc’h ur bromesa
Ra vo an Hañv evidoc’h un trec’h
An Diskar-Amzer un douster
Hag ar Goañv ur Peoc’h.
Ur Bloavezh nevez : devezhioù ha devezhioù da zont
Ra vo ho fazioù evidoc’h ur gentel
Ra vo skañv ho trubuilhoù
Ar Spi hag ar Fiziañs d’ho harpo
Ar Garantez d’hoc’h entano
Ar Spered d’ho sklêrijenno
Ha ra vo gras Doue ho pae.
Ur bloavezh nevez : devezhioù disheñvel
Ra vo ar chañs war ho hent,
Ra vo ar berzh war ho roud
Ra c’hoarzho ouzhoc’h pep Beure
Ra dommo d’ho kalon pep kreisteiz
Ra vo evidoc’h pep noz un diskuizh
Ur Bloavezh nevez : steudad devezhioù
Ha bulzun an amzer ’vel ur wennili
E stern ho labour o steuiñ
Hervez hetoù ar Vretoned
Ur marelladur a Evurusted.
BLOAVEZH MAT (Anjela Duval)
Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min
Setu pozioù ur ganaouenn kanet gant ar vreudeur Morvan hag o mamm :
« Bloavezh mat da dud an ti-mañ,
Bloavezh mat digant Doue.
Avañtur vat d’ar re yaouank,
D’ar re gozh prespolite.
Me zo ur paourkaezh kaner
A zo deuet henozh da bourmen,
Evel gwezhall ar bastored,
Evit adoriñ ar mabig Jezuz
A zo en ur c’hraou mailhuret. »