Saints bretons à découvrir

Gouestlañ e diegezh da Galon sakr Jezuz

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

D’ar 1añ a viz Here 2025, embannet en deus an Aotrou Laorañs Dognin, eskob Kemper ha Leon,  ul lizher-eskob nevez titlet « N’eo ket me ken Ar C’hrist eo a vev em-unan » (Ga 2,20). Gant an destenn-mañ, pediñ a ra an holl dud feal da brientiñ an emgav bras a vo d’ar 14 a viz Kerzu 2025, deiziad ma vo lidet en iliz-veur Sant Kaourantin e Kemper adneveziñ sakradur eskopti Kemper ha Leon e Kalon-Sakr Jezuz.

War al liamm-mañ, gallout a rit lenn al lizher troet e brezhoneg gant Emglev an Tiegezhioù. Evit gouzout muioc’h diwar-benn ar c’hensakradur, sed aze ul liamm betek pennad Emglev an Tiegezhioù. Eno e kavoc’h un destenn da sikour an tiegezhioù da droniñ Kalon Sakr Jezuz.

TITOUROÙ OUZHPENN

Evit donaat en ur vreudeuriezh vihan lec’hel :
• Peseurt doare eus an devosion da Galon Sakr Jezuz am eus dizoloet ?
• Peseurt frazenn el lizher pastorel-mañ he deus fromet ac’hanon dreist-holl (lavarenn viblek pe ur bomm bennak eus Lizher-meur Dilexit nos ar Pab Frañsez)?
• Peseurt jestr(où) gwirion a garantez evit Doue hag an nesañ a glaskin ober evit mont war-raok em buhez speredel ?

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

Quand le choix de l’un devient l’obligation de l’autre

À partir d’un échange sur l’aide à mourir au Festival Interceltique de Lorient, cette réflexion interroge une dérive plus large : que devient la liberté lorsque le choix de l’un exige que l’autre agisse contre sa conscience ? Et que reste-t-il de la dignité humaine si chacun en fixe seul la définition ?

La musique bretonne a-t-elle perdu ses terroirs ?

Amzer-lenn / Temps de lecture : 7 min À première vue, la question peut sembler …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *