Une neuvaine pour le Pape Benoît XVI a été organisée sur les réseaux sociaux du 20 au 28 février 2013 par le site « Merci Benoit XVI« . Neuvaine qui a été suivie par environ 10 000 personnes. Le même site propose maintenant une prière à Marie pour le Conclave, en diverses langues, et dont la traduction en français se trouve ici.
AR GEDOUR a demandé à Emglev an Tiegezhioù (Entente bretonne des Familles) de traduire cette prière en breton. La voici. N’hésitez pas à la diffuser autour de vous.
Enfin, sachez que vous pouvez porter un cardinal dans vos prières via un site dédié : www.missionconclave.com
———————
Gwerc’hez santel meurbet,
Eva nevez,
Mamm ar re a zo bet dasprenet gant Gwad Prizius ho Mab santel,
Mamm an Iliz hag hon Hanterourez dimp-ni,
En em dreiñ a reomp ouzh ho kalloud-pediñ efedus-dreist :
Er Gambr-lid e renec’h pedennoù an Ebestel Santel,
Hag ho poa troet o eneoù da resev
Sklerijenn, nerzh ha roadenn peurleun donezonoù ar Spered Santel ;
Erbedit ha labourit hiziv c’hoazh
Da c’hounid evit bodadeg santel ar Gardinaled
Ar c’hrasoù a spiswelerezh hag a ziverzerezh
A ranko sklerijennañ hag heñchañ o dibab,
Da ziuzañ Rener-Meur an Iliz Santel Roman ;
Erbedit ha labourit er Gambr-lid-se,
vint digor-frank ouzh sklerijenn ar Spered Santel,
Distrobet diouzh ar sav-boentoù re zenel,
Prederiet hepken gant Klod Doue,
Evezhiek hepken ouzh lazoù speredel an Iliz ha re hon eneoù
M’o dezo da rentañ kont anezho dirak ar Barner Peurbadel.
Erbedit ha labourit
Evit ma roint dimp, hesent-meurbet ouzh atizadur ar C’hras,
Ur Pab hervez Kalon Doue,
Ur Pab hervez Kalon ar Pastor Mat :
Da lakaat e oaned ha dañvadezed da beuriñ e surentez,
Pell diouzh krabanoù ar bleizi mac’hom
E parkoù ar gelennadurezh kristen yac’h,
O tiwall an tropell diouzh kement fazi pe zisivoud o c’hoiñ.
Erbedit ha labourit kerkent ha diouzhtu
E kalon an hini a vo diuzet evit bezañ Vikel ho Mab er bed-mañ :
Gounezit evitañ an holl c’hrasoù a zo ret kaout
Evit kerzhout war roudoù Sant Pêr ha Sant Paol,
Kolonennoù Iliz Roma,
Ha war roudoù an holl bibion santel
O deus miret naet hag anterin hag o deus lakaet da skediñ
an Hengoun o doa resevet digant an Ebestel Santel.
Santez Mari, Mamm doue, hor Mamm holl-drugarezus,
Pedit evit an Iliz ez oc’h ar Vamm anezhi,
Pedit avit ar Gardinaled,
Pedit evit ar C’honklav !
Amen !
* * *
Sant Pêr ha Sant Paol, pedit evidomp !
Sant Jozef, patron an Iliz Hollvedel, pedit evidomp !
Sant Mikael, gwarezour ha difennoutr an Iliz Santel, pedit evidomp !
Sant Klemens ha Sant Kalikst, pedit evidomp !
Sant Silvestr ha Sant Damaz, pedit evidomp !
Sant Leon Veur ha Sant Gregor Veur, pedit evidomp !
Sant Pius V et Sant Pius X, pedit evidomp !
Holl Bibion Santel an Iliz Roman, pedit evidomp !
—————-
Troidigezh / Traduction : T. Gwilhmod (Emglev an Tiegezhioù) evit AR GEDOUR.
Embannadur kentañ / première publication : 1/03/2013