neuvaine sainte anne d'auray

Predeg Gouel Santez Anna (Tad Ivan Brient) – 25/7/2020

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 min

Sed amañ predeg an Tad Ivan Brient, lavaret d’an 25 a viz Gouere e Keranna, e-pad an oferenn e brezhoneg lidet gantañ en énor santez Anna.

Retrouvez ici l’homélie prononcée par le Père Ivan Brient lors de la messe en breton célébrée pour le grand pardon de Sainte Anne d’Auray, le 25 juillet 2020.

Setu ni tolpet evit enouriñ hor patromez Santez Anna, evel ma veze graet pep blez. Mes un tammig ispisial eo ar blez- mañ. Jamez en istoer mab-den ema bet gwelet ur pardon get maskloù àr veg an dud, get enskrivadurioù  eraok monet d’an Iliz, get dek overenn e lec’h un overenn bred.

Setu ni e vevañ un darvoud istorel, un amzer nevez. Kalet eo an amzer-mañ. Start da vevañ a dra sur. Ne ouiamp ket da belec’h e vehemp-ni konduet : piv a oar ? Den erbet. Kalet, start eo.

Met marse ema ur chañs bevañ ar pezh a vevomp hiniv an deiz ; un tu evit cheñjiñ traoù en hor buhez ; evit cheñjiñ traoù er bed, evit cheñjiñ traoù en Iliz.

Petra vo posubl cheñjiñ en hor buhez ?

Klevet am eus tud e lâret o deus dizoloet ar bed en dro e pad ar « c’honfinement ».Kemeret o deus amzerevit pediñ ha kavet o deus e oe posubl lakaat ar bedenn e kreiz safar o buhez.

Klevet am eus ivez tud o deus komprenet ema darempredoù muioc’h a-bouez eit ar gober, eit al labour.

Kemer amzer evit selaou doc’h an nesañ hag evit komz getañ  a zo presius.

Ar re gozh a oe bac’het e tier EHPAD o deus gouzañvet dre ma ne vezent ket liammet get o ziegezh…

Ya, mar deus un dra da chenjiñ en hor buhez, e vo kemer amzer, muioc’h a amzer evit an darempredoù : darempredoù get Doue (ar bedenn) ha darempredoù get an dud.

Hag ar bed ? Petra ‘vo posubl cheñjiñ ennoñ ? N’ c’hellomp ket cheñjiñ darempredoù etre Amerika ha China… Met marse eh eus moaiand cheñjiñ ar bed en ur evezhiañ doc’h an endro (environnement).

En e añsiklik « Laudato Si » en deus ar Pab Frañsez skrivet ema ret bout gouarnour an endro :

  • En ur ober àrdro an Natur (gwez, mor, loened, dour hag all)
  • En ur ober àrdro mab den (justis sosial, bout tost doc’h ar re vihan…)
  • Hag en ur salviñ sevenadurioù ar bed, ha dreist pep tra sevenadurioù é vervel. Hag é vervel ema hon hani !

Diwallomp ! Kollet ‘vo pinvidigezhioù hor sevenadur ma ne vez ket graet netra evit treuskas ar pezh hon eus resevet. Hag ar memes tra eo evit an Iliz.

 

An Iliz : nend eo ket ul lec’h evit tolpiñ tud a soñj en hevelep traoù. Nepas !

An Iliz a zo un tolpad a dud, ur gumuniezh e lec’h ma vez kelennet ema a-bouez darempredoù get Doue ha darempredoù etre an dud. Presiusoc’h eo darempredoù ‘eit dañvez, eit pinvidigezhioù.

An Iliz a zo ivez ul lec’h evit treuskas anaouedigezh Doue, da lâret eo : kelennadurezh Jezuz, an Aviel.

Sellit doc’h Limaj Santez Anna a zo er-maez, kani a zo er park é tougiñ ul levr evit hen diskouez d’hé merc’h Mari. Ha c’hwi welo ar pezh a zle bout an Iliz. Evel Santez Anna get Mari, ema ret d’an Iliz bout ur vamm :

  • Ur vamm hag a ra al liamm etre Doue hag e vugale
  • Ur vamm hag a dreuskas ar pezh hi deus resevet.

Ra vo hon Iliz evel Santez Anna.

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

2 200 missionnaires à la chapelle du Saint-Esprit à Quimper

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minJe m’appelle Jean Cadour, né en 1933 à …

Inventaire des lieux et objets de pardon et de pèlerinage en Bretagne (en cours)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 4 minPardons et pèlerinages occupent une place particulière dans …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *