Setu Predeg Nedeleg savet gant an Tad Ivan Brient e pad an overenn e brezhoneg lidet e Plañvour d’an 24 a viz Kerzu.
Hiriv an deiz an dud en deus muioc’h afér ag ar skeudennoù aveit ar c’homzoù . Ar rummad nevez a zo galvet “rummad ar skeudenn”. Aesoc’h eo sellet doc’h un dra bennak aveit selaou doc’h unan bennak.
Henoazh, marse n’hon eus ket selaouet an holl lennadennoù, marse n’hon eus ket selaouet an Aviel , marse n’hon eus ket komprenet sinifiañs ar perzh a zo e- barzh.
Na bout.
Edañ hon daoulagad emañ ar c’hraou (la crèche). Hag ar c’hraou-se a gomz muioc’h aveit gerioù. Petra a welomp-ni ? Ul levr, ul levr bras hag a za er maez ag al levr : Mari, Jojeb, hag ar mabig Jezus.
Al levr bras-se : ar Bibl Santel eo. An Testamant Kozh. Er bibl emañ skrivet gerioù, komzoù tud an Testamant kozh hag a oa é c’hortoz ar Salver.
Ur salver, da lâret eo, un den a zigas peoc’h, emglev, sioulded ar spered.
Ar salver-se, an dud ag ar Bibl en deus eñ gorteit. Tud ag ar bed, ur bochad tud ! Hag a zo c’hoazh doc’h er gortoz.
Neoazh emañ eñ arivet… daou-vil blé zo. Jezus eo. Jezus hag a za er maez ag ar levr bras.
Dalc’homp soñj e sinifiañs an añv Jezus. Jezus a sinifi “Doue a salv”, “salviñ a ra Doue” pe c’hoazh : “emañ Doue é salviñ ». Ha gwir eo. Kenderc’hel a ra Doue da salviñ an dud. Hiriv an deiz emañ Doue é salviñ ar bed get é vab Jezus.
Hag a betra emañ Jezus doc’h hor salviñ ? A betra omp-ni salvet ?
Salvet omp a draoù hag a zistruj mab den : emgarantez (égoïsme), disparti (division), Kasoni (haine), Taerded (violence), Pec’hed, Keuz, Tristoni…
Salvet omp-ni ag an holl traoù-se. Jézus a lâr deomp hiriv da bep unan ac’hanomp : “àr-sav ! ne chomit ket peleuset (paralizet) get ho puhez tremenet, get ho pec’hedoù, get ké an traoù ho-pehe gellet gober.”
Jezus a lâr deomp : “c’hwi, salvet oc’h c’hwi”, “Kerhit araok !”
Bout salvet a sinifi boud katabl, bout gouestl da vont araok, d’ avañsiñ er vuhez.. Avansiñ betak Doue mem. Get Jezus ema posubl monet araok betak Doue.
Rak ar marv, ar marv mem ne c’hell ket anezhañ arestiñ hor boiaj trema Doue. Get Jezus, tra erbet, nitra ne c’hell arsav hor boiaj trema Doue, pendeogwir en-deus Jezus distrujet ar Marv.
Setu ar wir sinifiañs a Nedeleg :
Doue, n’en deus ket gellet laosk anezhañ, dilezel mab den en e unañ. Doue a zo daet er bed, eñ a zo daet de vout ur c’hrouedur bihan aveid hor c’hemer getoñ, aveid hor salviñ ag ar Marv, aveit ma vévemp berped getoñ.
Nedeleg laouenn d’an holl !
Photo Ar Gedour : Crèche bretonne exposée à Guiscriff