Saints bretons à découvrir

70vet Deiz-ha-bloaz Yann-Vari Perrot Obostol “Feiz ha Breizh”

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

Setu rentañ-kont an devezh savet en eñvor an Tad Yann-Vari Perrot. Embannet eo bet an destenn-mañ hag un nebeut fotoioù war lec’hienn Emglev an Tiegezhioù

dscn3821.jpg

D’ar sadorn 14 a viz Kerzu 2013 e oa en em gavet 40 a dud e-kichen Skrignag evit un devezh-koun war an Aotrou Perrot. Da reiñ ton d’an dek-ha-ti-ugentvet deiz-ha-bloaz eus e zrouklazh e oa bet aozet  an devezh-koun, hag aozet mat. 40 a dud bennak hag ouzhpenn a selaouas d’ar sadorn ur brezegenn hir-mat (un eurvezh hanter) gant Youenn Caouissin, mab Herri Caouissin a voe sekretour an Aotrou Perrot ha laesadour hollek an Aotrou Perrot. Dre se ez eus e dielloù an tiegezh kalz a baperoù diembann. Diskouezet en deus lod anezho en ur zisplegañ piv e oa an Aotrou Perrot. An danvez eus ar brezegenn-se a c’heller adkavour war lec’hienn Ar Gedour a zo dalc’het gant e vab Efflamm : c’hwec’h prezegenn.

Goude e selaoujomp ur brezegenn gant Christophe Carichon en deus savet evit ar Skol-veur, hini Brest, ur studiadenn n’eus ket bet tu da embann dre ma veze meneget e oa bet « drouklazhet »’ an Aotrou Perrot, emezañ. Ar studiadenn-se a zanevell istor an div gelaouenn OLOLE. Dija en doa graet ur studiadenn diwar-benn ar skaouted Bleimor, hag embannet ul levr war-se zoken.

Erfin, daoust pegen berr e oa an amzer e ris war-dro ur gaozeadenn, un « daol-grenn » da glask termeniñ un tamm « petra eo ar Spered Feiz ha Breizh » a vo embannet e niverenn 84 Kannadig Imbourc’h.

Dre ma oa diwezhat e oa bet rakwelet ur pred a zoare ha meur a ganaouenn a voe klevet, e galleg hag e brezhoneg. Ar galleg a oa yezh an devezh-koun hogen kalz a ouie brezhoneg ha dre-se e oa aes mont e brezhoneg ouzh an hentez. 

À propos du rédacteur Youenn Caouissin

Auteur de nombreux articles dans la presse bretonne, il dresse pour Ar Gedour les portraits de hauts personnages de l'histoire religieuse bretonne, ou encore des articles sur l'aspect culturel et spirituel breton.

Articles du même auteur

IL Y A 70 ANS : NAISSANCE D’UN AUTHENTIQUE CINEMA BRETON AVEC LE MYSTERE DU FOLGOET

Amzer-lenn / Temps de lecture : 30 minIl y a 70 ans, en avril 1953, …

Brindilles champêtres de l’abbé Joseph Le Cornet : LES ŒUFS DE PÂQUES

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 minToutes les fêtes religieuses chrétiennes ont leur part …

Un commentaire

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *