Aet eo Paol Kalvez da Anaon

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min
D’an 29 a viz Gouere eo aet Paol Kalvez da Anaon. 97 vloaz e oa. Merour KEAV eo bet e-pad 30 vloaz ; kendiazezer SADED, SKOL AN EMSAV ha KRISTENION BREIZH eo bet ivez.

Ganet e voe e Lokournan e 1924, e vamm a oa o terc’hel meur a stal er vourc’h hag e dad a oa mañsoner eus e vicher. Desavet eo bet e brezhoneg betek an oad a 13 vloaz.

Mont a reas da studiañ al latin, al lennegezh, an douenoniezh hag ar brederouriezh e skolioù kristen, e Bro-Okitania hag e Bro-Dunizia. Fellout a rae dezhañ mont da visioner. Soudardet eo bet e 1943 betek 1945. Daoust dezhañ klask bout misioner ha beleg, e voe nac’het dezhañ hag e tistroas el Lu e-men e teuas da vout kontaouer hag is-ofisour. En em staliañ a reas e Roazhon. Tad eo da zaou vugel en deus desavet e brezhoneg.

Bet eo bet unan eus renerien bouezusañ KEAV e-pad ur mare, a-gevret gant Ronan Huon ha Vefa de Bellaing hag e kengrouas SADED gant Guy Étienne ha Youenn Olier. Sevel a reas darempredoù etre KEAV ha SADED eus 1963 da 1967. War-lerc’h e kuitas embregerezhioù Guy Étienne evit labourat e savadurioù katolik gant Youenn Olier. Klasket en doa skoulmañ darempredoù etre KEAV ha Skol An Emsav (SAE) er bloavezh-skol 1970-71, pa oa SAE ur gevredigezh kristen. Paouez a reas da labourat evit KEAV e 1977.

Paol Kalvez & Yann Talbot (Photo Christian Jo Giraudon 2001)

Ur paot-mat a bennadoù en deus skrivet evit ar gelaouenn Imbourc’h ha kavout a reer lod eus e brederiadennoù, merket don gant ar feiz kristen, war load Emglev An Tiegezhioù[2]. Kenderc’hel a reas al labour kroget gant Marsel Klerg evit sevel ha skridaozañ ur breviel e brezhoneg e 12 levrenn (Lennadurioù kristen).

E 2007, Paol Kalvez en deus skrivet ul levr : Kambr ar stered, embannet gant an ti-embann Mouladurioù Hor Yezh. Ennañ e kaver un c’hendiviz gant Malo Bouessel du Bourg a-zivout red e vuhez en tu all da pevar-ugent vloaz hag e gejadennoù gant tud ‘zo evel Lanza del Vasto da skouer [3].

E 2015 ez eo embannet e droidigezh eus ar c’helc’hlizher « Lumen Fidei » skrivet gant ar pab Frañsez, troet « Sklêrijenn ar Feiz kristen » gantañ.[4]

E obidoù a vo lidet e Orvez dimeurzh 3 a viz Eost, da 2eur g.m.
Lenn ivez war lec’hienn KEAV diwar-benn e vuhez
1 – Gw. ar pennad Paol Kalvez war load KEAV : Paol Kalvez
2 -↑ Load Emglev an Tiegezhioù
3 -↑ Ur vurutelladenn amañ : Kambr ar stered, Paol kalvez (2007)
4 -↑ Gw. ar pennad Lumen Fidei e brezhoneg war load Ar Gedour Mag (galleg)
Testenn tennet eus Wikipedia

À propos du rédacteur Erwan Kermorvant

Erwan Kermorvant est père de famille. D'une plume acérée, il publie occasionnellement des articles sur Ar Gedour sur divers thèmes. Il assure aussi la veille rédactionnelle du blog et assure la mission de Community Manager du site.

Articles du même auteur

[MELRAND] Des dégradations dans l’église

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minMême à Melrand ! Même dans les édifices …

[TREFFLEAN] Chapelle Chantante le 6 octobre 2024

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minLa Fraternité Saint Patern de l’association LES CHEMINS …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *